Gang
Ur gang a vez graet eus ur vandennad tud gant ur sevenadur ha talvoudegezhioù boutin ganet dre al liammoù etre an izili hag an endro sokial ha kêrel e-lec'h ma vev izili ar gang. Kaoz a vez eus un aozadur torfed kenaozet. Unan eus ar perzhioù anatañ d'ur vandennad eo an aesamant da implijout ar feulster a-enep ar bandennoù all met ivez a-enep an dud dre vras, gant ar c'hoant da ledanaat o ziriad pe da vrasaat o galloud. Kemer a ra perzh ar bandennadoù e obererezhioù torfedus ha gant un donder disheñvel.
An anavezadenn gant izili ar vandennad pe gant izili ar bandennadoù all a vez alies savet diwar un amzer kaset en toull-bac'h, ha sokializadur an ezel a dremen dre an toull-bac'h, e-lec'h ma tap an den deskamant war bed an torfedoù. A-wechoù e teu lod eus izili ur gang da vezañ en o fenn dre vezañ bet toullbac'het. Lod eus ar bandennoù pe gangoù a vez ganet en toulloù-bac'h.
Lod eus ar gangoù a glask kaout ul livadur bolitikel pe relijiel, met pal pennañ an aozadurioù-se a chom kaout muioc'h-muiañ a c'halloud.
Dielfennadur hag orin
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Mammenn ar ger gang a gaver en alamaneg Gang, Gehen : baleadenn, bale. An Alamanted, evit komz a-zivout ur gang, a implij ar ger Band, evel evit ar « Baader Band » ( Strollad Baader-Meinhof), strollad sponterien eus Republik Kevreadel Alamagn er bloavezhioù 1970.
Gangoù dre vro
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Stadoù-Unanet Amerika
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- Aryan Brotherhood
- Bluebird Gang
- Black Guerrilla Family
- Border Brothers gang
- 38th street gang
- Dillinger Gang
- Folk Nation
- Fresno Bulldogs
- Gangster Disciples
- Lynwood Vikings
- Mara Salvatrucha
- Nuestra Familia