Folioskop
Ur folioskop zo ul levr warnañ un heulad skeudennoù a gemm a bajenn da bajenn, en doare ma weler un dresadenn-vev pa lakaer ar pajennoù da zibuniñ gant trawalc'h a dizh. Evit ar vugale e vez fardet folioskopoù peurliesañ, petra bennak ma 'z eus bet savet lod evit an oadourion diwar luc'hskeudennoù.
An hevelep doare a c'haller kavout e marzhoù pe gornioù pajennoù levrioù pe gelaouennnoù a zo. Bez' ez eus meziantoù ha lec'hiennoù Internet a c'hall treiñ restroù video e folioskopoù war baper.
Arc'hwelerezh
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Unan eus an doareoù kentañ da fardañ an tresadennoù-bev eo ar folioskopoù. Evel forzh pe film ez int diazezet war anadenn dreistpad al luc'hsae a-benn krouiñ kammzerc'h ar fiñv e daoulagad an arvesterion, a wel fiñvadennoù dizehan e-lec'h skeudennoù o tont an eil war-lerc'h eben. Kentoc'h eget lenn ar skeudennoù e chom selloù an arvesterion paret war ul lec'h hepken el levr e-pad ma vez ar skeudennoù o tibunañ.
Dav eo reiñ trawalc'h a dizh d'an dibun evit ma yafe ar folioskop en-dro, setu e talc'her al levr gant un dorn en ur lakaat tal ar pajennoù da dreiñ buan gant biz-meud an dorn all — ar pezh a zo dikouezet splann gant ar ger alamanek evit "folioskop" : Daumenkino, da lavaret eo "sinema ar biz-meud"[1].
Istor
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]D'an 18 a viz Meurzh 1868 e voe breouet ar c'hentañ folioskop gant ar saoz John Barnes Linnett, mouller e Birmingham[2]. Ar folioskop e voe an doare kentañ da vlivañ skeudennoù dre un heuliad skeudennoù a-linennad, pa veze graet betek neuze dre gantennoù a droe, gant ar zoetrop (1834) hag ar fenakistoskop (1841).
Hêrezh
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]E 1894 e tiskouezas ar filmaozer alaman Max Skladanowsky (1863-1939) e film kentañ e stumm ur folioskop.
En hevelep bloavezh ez ijinas an Amerikan Herman Casler (1867-1939) ur folioskop ardivinkaet, a anvas Mutoscope : staget ouzh ur granenn-dro e oa ar pajennoù e-lec'h bout strobet e stumm ul levr.
E 1897 e voe lakaet er c'henwerzh ur folioskop lakaet en ur gwask metal, evit aesaat ar follennata, gant ar filmaozer saoz Henry William Short dindan an anv Filoscope.
Petra bennak ma vez ar folioskopoù lakaet da c'hoarielloù evit ar vugale pergen e vezont c'hoazh arveret e bed ar bruderezh, en arzoù hag en tiez-embann luc'hskeudennoù.
Klask zo war folioskopoù eus dibenn an XIXvet kantved, a c'hall bout gwerzhet miliadoù ag euroioù diouzh ar c'hresk.
Er bloavezh 2004 e voe dalc'het kentañ Gouel ar folioskopoù e Stuttgart, Alamagn ; unan all a c'hoarvezas e Linz en Aostria.
Notennoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- ↑ Gwelet ar bajenn Wikipedia alemanek evit "folioskop".
- ↑ 7 Inch Cinema, Birmingham (en)
Liammoù diavaez
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- Folioskopoù kozh (en)
- Istor ar folioskop (en)
- Fardañ folioskopoù (en)
- Human flipbook – Un "den-folioskop" graet diwar 150 T-shirt disheñvel.
- Dastumad c'hoarielloù optek Richard Blazer (en)
Pennadoù kar
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- Tomatrop (1824)
- Zoetrop (1834)
- Fenakistoskop (1841)
- Praksinoskop (1877)
- Zoopraksiskop (1879)
- Elektrotakiskop (1887)
- Mutoskop (1894)