Florian
Neuz
Imperator Caesar Marcus Annius Florianus Pius Felix Invictus Augustus a oa un impalaer roman a ren e-pad 88 devez e 276.
War a seblant e oa hantervreur d'an impalaer Marcus Claudius Tacitus. Anvet e voe gant al lu er c'hornôg. Ne oa ket skoret gant ar Sened a-bezh, ar pezh na ziwallas ket da lakaat SC war e voneizioù.
Tra m'edo o vrezeliñ ouzh an Eruli pan embannas lu ar reter Probus evel impalaer. An daou impalaer a gejas e Cilicia. Soudarded Florian a oa niverusoc'h, met Probus a oa ur jeneral gwelloc'h. Pa welas soudarded Florian ne c'hellent trec'hiñ e vuntrjont anezhañ. Renet en-doa e-pad neboutoc'h eget tri mizvezh.
E-pad ar C'hrennamzer e fougasas ar familh von Blumenthal e tiskenne anezhañ.
An Impalaerien roman | ||
Anarkiezh vilourel | ||
En e raok : Marcus Claudius Tacitus |
Florian (Eost-Gwen. 276) |
War e lerc'h : Probus |
Heuliad Henroma |