Flavia Galla
Flavia Galla pe Galla (marvet e 394), a oa impalaerez roman, hag eil pried an impalaer Theodosius Iañ.
He buhez
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Ganet he oa etre 370 ha 375, e Kergustentin. Merc'h diwezhañ an impalaer roman Valentinianus Iañ hag e eil gwreg, Justina, e oa Flavia Galla.
Goude marv he zad Valentinian Iañ, e oa bet lakaet Gratianus e penn impalaeriezh ar C'hornôg. E hantervreur Valentinian II, impalaer e-unan, a oa re yaouank d'ar c'houlz-se evit ober war-dro aferioù ar stad, ha chom e reas e Milano gant e vamm Justina.
Lazhet e voe Gratianus e Lugdunum, d'ar 25 Eost 383, war urzh Maximus an alouber, dilestret eus Enez Vreizh e-kerzh nevezamzer 383.
Ur bloaz war lerc'h, e voe anvet Maximus da impalaer d'an 31 Eost 384, e Beroae, gant impalaer ar Reter Theodosius ha gant ar Sened. Galia, Breizh Veur, Germania roman, Spagn, hag Afrika ar c'hornog e oa roet da Vaksim. Italia hag Illiria e oa miret gant Valentinian II.
Mes tremen a reas Maximus dreist an emglev ha treuziñ a reas an Alpoù er bloaz 387 evit aloubiñ Italia.
Justina hag he bugale o devoa an amzer rik da dec'hel en tu all da Mor Adria, etrezek Kergustentin.
Kejañ e reont gant Theodosius e Thessaloniki.
Theodosius e oa en em gavet intañv goude marv Aelia Flaccilla e 385 pe 386.
Justina a welas neuze koulz da gaout skoazell Theodosius, evit mad Valentinian II, o kinnig he merc'h Galla dezhañ. Houmañ e oa d'ar c'houlz se oadet etre 12 ha 17 bloaz.
Theodosius e oa, kerkent, breur-kaer da Valentinian II, ha dreist warnañ dre e oad.
He bugale
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Tri bugel he doe Galla gant Theodosius ː
- Gratianus, ur mab ganet er bloaz 388, ha marvet prestik goude;
- Aelia Galla Placidia, ur verc'h ganet er bloaz 392;
- Hioannes (Yann), ur mab marv-c'hanet. Mervel a reas Galla ouzh e c'henel, er bloaz 394, ha hi etre he 19 vloaz hag he 24 bloaz.