Einar Benediktsson
Neuz
Einar Benediktsson (Elliethavatn, 31 a viz Here 1864 – Herdísarvík, 21 a viz Genver 1940)[1] a oa ur barzh hag un alvokad islandat.
Klask a rae difenn danvezioù naturel ar vro, evel an tredan graet diwar nerzh al lammoù-dour. Dre e varzhonegoù e klaskas kas mennozh an dizalc'hted vroadel war-raok. Oberiant e voe er gostezenn Landvarnarflokkurinngrande ha sevel ha ren a reas ar gazetenn bemdeziek islandek kentañ, Dagskrá - Reykjavík.
Treiñ a reas barzhonegoù saoznek ivez, koulz ha Peer Gynt, ur pezh-c'hoari gant an Norvegiad Henrik Ibsen.
Bevañ a reas e-pad pell e Höfði, un ti e hanternoz Reykjavík, ma c'hoarvezas e 1986 Kuzuliadeg Reykjavík a lakaas fin d'ar Brezel Yen.
Douaret e voe Einar Benediktsson e Þingvellir, kêr-benn gozh Island.
Oberennoù pennañ
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- Sögur og kvæði ("Istorioù ha barzhonegoù", 1897)
- Pétur Gautur (1901) (troidigezh Peer Gynt Henrik Ibsen)
- Hafblik ("Pask", barzhoneg, 1906)
- Hrannir ("Boued", barzhoneg, 1913)
- Vogar ("Beajour", barzhoneg, 1921)
- Hvammar ("Bleiner", barzhoneg, 1930)