Don (titl enorus)
Don zo un titl enorus a roer d'un paotr er broioù spagnolek. Dont a ra eus al latin dominus hag a dalvez kement hag ozhac'h, un titl implijet e koulz Republik Roma e marevezh Henroma. Dont a reas ar stumm berraet war-wel er Grennamzer evit an dud nobl (an hidalgos), ar gloer gatolik hag an dud a renk uhel dre-vras.
Lakaet e vez dirak anv-bihan an den evit diskouez doujañs dezhañ. An anv-tiegezh a c'hall bezañ meneget ivez war-lerc'h an anv-badez. Don a vez berraet a-wechoù e D.. Implijet e vez e Bro-Spagn, e broioù bet en Impalaeriezh trevadennel Spagn, e Kroatia hag en Italia. Doña eo ar stumm gwregel e spagnoleg. Hiziv hon deiz e vez implijet evit mont davet forzh peseurt den hag a c'hoari ur roll bennak er gevredigezh, pe evel merk sevended kreñvoc'h eget señor ha señora, da skouer d'un itron gozh. Gallout a ra bezañ implijet dre vousgoap ivez.
En Italia ha Kroatia e vez roet an titl-se da dud a iliz hiziv hon deiz.
E Breizh-Veur e vez implijet an titl-se evit envel kelennerien ar skolioù-meur ha liseoù zo hengounel o stil. E skolioù-meur stadunanat ha kanadian zo eo an don un den e karg un annez.
Er sevenadur pobl amerikan e kaver an titl Don da envel pennoù bras ar mafia, er filmoù dreist-holl, da skouer en heuliad The Godfather.
Tud brudet
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- Don Carlos, anv meur a zen
- Don Juan Manuel (1282-1348), infant Kastilha ha skrivagner
- Don Giovanni de' Medici (1567-1621), diplomat, condottiero ha tisavour italian
- Yann Bosco pe Don Bosco (1815-1888), sant katolik italian
Oberennoù ha tudennoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- Don Kic'hote, tudenn bennañ romant Miguel de Cervantes El ingenioso hidalgo Don Quixote de la Mancha
- Don Giovanni, c'hoarigan gant Mozart
- Don Carlos, c'hoarigan gant Giuseppe Verdi
- Don Juan zo un dudenn a gaver e meur a oberenn
- Don Diego de la Vega, anv gwir Zorro
- Doña Bárbara, anv meur a oberenn
- Doña Juana la Loca, un daolenn livet gant Francisco Pradilla y Ortiz
- Don Corleone, penn bras ar mafia er filmoù The Godfather