Dark Horse Records
Dark Horse Records a oa un ti-embann pladennoù, bet krouet gant an arzour saoz George Harrison (1943-2001) e miz Mae 1974. Anv al label a oa bet dibabet diwar anv ur ganaouenn gant Harrison — Dark Horse — bet enrollet un nebeud mizioù kent.
Pa dremenas Harrison e 2001 e kemeras e wreg Olivia (1948-) hag e vab Dhani (1978-) penn an embregerezh.
O kregiñ gant Splinter
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Magañ a rae George Harrison ur gwir garantez ouzh ar sonerezh hag, a-viskoazh, e voe an hini e-touez pevar ezel The Beatles a glaskas liammañ darempredoù kreñv gant sonerien all er-maez eus ar strollad. Gantañ eo e voe pedet Eric Clapton (1945-) ha Billy Preston (1946-2006) da gemer perzh ingal en enrolladenn pladennoù 'zo pe e pleustradegoù. A drugarez dezhañ e voe produet gant Apple Records oberennoù meur a arzour evel ar strollad Badfinger, Jackie Lomax (1944-2013), Ravi Shankar (1920-2012) ha Doris Troy (1937-2004).
Pa grogas Apple Records, ti-embann pladennoù ar strollad The Beatles, da vont da fall e reas Harrison e vennozh sevel e gevredigezh produiñ dezhañ. Daou ganer an daouad Splinter a oa o paouez bezañ krouet a voe kentañ arzourien[1] o sinañ evit Dark Horse Records. Tri albom a voe embannet (hag un toullad Singles hag Extended Plays (EPs)) :
- The Place I Love (embannet e voe ar ganaouenn Costafine Town d'an 13 a viz Gwengolo 1974, ur sizhun a-raok an albom e-unan),
- Harder To Live (1975),
- Two Man Band (1977).
Ravi Shankar
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Kejet en devoa George Harrison gant Ravi Shankar e Londrez (Bro-Saoz) e miz Mezheven 1966. E Srinagar (Jammu ha Kachmir) en devoa desket ar gitarour saoz seniñ sitar digant ar soner indian nebeut amzer war-lerc'h, da-geñver ur veaj c'hwec'h sizhunvezh en India. Diwar neuze e oant chomet mignoned vras ha ne voe ket pell Shankar oc'h asantiñ bezañ produet e oberennoù gant an embregerezh yaouank ivez, daou albom en o zouez :
- Shankar Family & Friends (miz Gwengolo 1974),
- Ravi Shankar's Music Festival From India (miz C'hwevrer 1976).
George Harrison e-unan
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Evit George Harrison, liammet e oa dre gevrat ouzh EMI betek ar 27 a viz Genver 1976, evel pep ezel eus ar strollad The Beatles. Se zo kaoz ne voe ket evit embann e gentañ albom dre e label dezhañ nemet e miz Du 1976 :
- Thirty Three & 1/3,
- George Harrison (miz C'hwevrer 1979),
- Somewhere in England (miz Mezheven 1981),
- Gone Troppo (miz Du 1982),
- Cloud Nine (miz Du 1987),
- Brainwashed (miz Du 2002).
Levezonet-mat e voe Harrison gant ar vitologiezh hindouat e-kerzh e chomadenn eno en hañv 1976. Ma tibabas Uchchaihshravas, ar marc'h e seizh penn, da logo ofisiel e gevredigezh, goude bezañ gwelet ar skeudenn anezhañ ouzh ur voest houarn.
Kanerien ha sonerien all
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Arzourien all, brudet pe vrudetoc'h, a voe embannet o fladennoù gant Dark Horse Records :
- Attitudes (Attitudes 1975, Good News, 1977),
- Keni Burke (Keni Burke, 1977),
- Five Stairsteps (2nd Resurrection, 1976),
- Jiva (Jiva, 1975),
- Henry McCullough (Mind Your Own Business!, 1975),
- Lara Stephen (Deep Dead Blue, 2001).
Diaes eo lavaret o devoa lezet an holl anezhe roudoù divarvel en istor ar sonerezh arnevez...
Liammoù diavaez
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Levrlennadur
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- François Plassat, The Beatles discomania, JBz & Cie (Hugo et Compagnie), miz Gwengolo 2011, pajennoù 180-181.