Daniel Gélin
Neuz
Daniel Gélin, ganet d'an 19 a viz Mae 1921 en Angers hag aet d'an Anaon d'an 29 a viz Du 2002 e Pariz, a oa un aktour, filmaozer ha senarioour gall.
Mab e oa da Alfred Gélin ha d'ur vamm a orin breizhat, Yvonne Le Méner hec'h anv.
Desavet e voe e Sant-Maloù adalek an oad a 10 vloaz. Beziet eo bet eno e bered Rocabey.
Aktour
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Sinema ha skinwel
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]C'hoariet en deus en ouzhpenn 200 film, film berr ha telefilm sevenet gant filmaozerien ken brudet ha Max Ophüls, Louis Malle, Jean Cocteau, Alfred Hitchcock, Claude Lelouch,...