Mont d’an endalc’had

Charlie Hebdo

Eus Wikipedia
Logo Charlie Hebdo

Charlie Hebdo zo ur gazetenn sizhuniek c'hallek embannet e Pariz etre 1970 ha miz Kerzu 1981 hag abaoe miz Gouere 1992 goude un ehan a ouzhpenn dek vloaz.

Ur gazetenn flemmus ha «republikan»[1] eo Charlie Hebdo. Ar gazetenn zo graet eus pennadoù, a-wechoù rendaelez, ha tresadennoù fentus. Dre vras emañ a-enep an tu-dehou pellañ, an holl relijionoù, hag ar ouennelouriezh, hag ar yezhoù bihan, evel ar brezhoneg. E 2012 e veze embannet 42 000 skouerenn bep sizhun[2]

Krouet e oa bet Charlie Hebdo e 1970 da heul Hara Kiri sizhuniek. Berzet e oa bet ar gazetenn-mañ e 1970 gant Raymond Marcellin, ministr an diabarzh, abalamour d'an titl goapaus dibabet goude marv Charles de Gaulle : « Bal tragique à Colombey - un mort »[3]. Divizet en doa skipailh Hara Kiri cheñch neuze hec'h anv en Charlie Hebdo. Professeur Choron eo rener an embann ha François Cavanna ar penn-skridaozer.

Dont a ra an anv eus hini ar gelaouenn viziek Charlie, ur gelaouenn leun a vannoù treset, troet e gallek diwar meur a yezh.

Dave a ra da Charlie Brown, un den eus ar bannoù treset Peanuts, ha Charles de Gaulle[4].

An niverenn 580 a oa an hini ziwezhañ ar c'hentañ Charlie Hebdo. D'an 23 a viz Kerzu 1981 e oa paouezet an embann anezhañ dre ziouer a lennerien.


Adembannet eo ar gazetenn d'an viz Gouere 1992 a-drugarez d'an arc'hant degaset gant an dreserien Gébé ha Cabu, ar c'hazetenner Philippe Val hag ar c'haner Renaud. Izili ar skipailh kentañ a gemer perzh en eil Charlie Hebdo : Cavanna, Siné, Georges Wolinski… Treserien ha kazetennerien yaouankoc'h a ya davet ar gazetenn : Charb, Tignous, Luz, hag ivez an ekonomour Bernard Maris.

E 1998 e oa bet embannet ur pennad lou biniou fascistou gant Cavanna.

D'an 8 a viz C'hwevrer 2006 e oa embannet tresadennoù Mohammed gant Charlie.

Ar gwalldaol

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

D'ar 7 a viz Genver 2015 e c'hoarvezas ur gwalldaol e burev Charlie Hebdo e-pad un emvod kelaouenniñ. Daou zen armet, ar vreudeur Kouachi, a yeas e-barzh an ti gant armoù AK-47 hag un RPG (Grenadenn Roketenn bannet). War a seblant e klaskent lazhañ rener ar gelaouenn dreist pep tra.

Daouzek den a voe drouklazhet gante ha 5 gwallaozet. Antronoz e oa bet kendalc'het gant al lazhadegoù e Pariz pa voe muntret pemp den all gant Amedy Coulibaly, ur c'hamarad d'an daou vreur Kouachi.

Goude ar gwalldaol

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Skritell Steuñv Vigipirate goude gwalldaolioù Charlie Hebdo

Manifestadegoù

Un niverenn all zo bet goude ar gwalldaol:

  • D'ar merc'her 10 a viz mezheven ez eus bet un dresadenn o c'hoapaat kelenn ar brezhoneg, langue de plouc.

D'ar 2 a viz Gwengolo 2020 e krog prosez bras gwalldaolioù Charlie Hebdo hag an Hyper Casher.

Burutellerien

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
  1. gall «Cavanna disait toujours: Charlie Hebdo (…) n'est pas un journal anarchiste, on est un journal républicain» Pennad kaoz gant Cabu enrollet d'ar 05.11.2014, adskignet d'an 8.01.2015 en abadenn "La matinale culturelle" war France Musique [1].
  2. http://tempsreel.nouvelobs.com/medias/20121004.OBS4594/charlie-hebdo-triple-ses-ventes-avec-les-caricatures-de-mahomet.html
  3. Hara Kiri hebdo, 16 a viz Du 1970.
  4. (fr) Cavanna et "les cons", Le Monde, 14 a viz C'hwevrer 2006

Gwelout ivez

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Commons
Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons.

Liammoù diavaez

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]