Caesalpinia echinata
Caesalpinia echinata zo ur wezenn, anvet ivez koad Brazil[1], koad Pernamboug, koad Nikaragwa, a orin eus Nordeste Brazil. Er XVIvet kantved e veze implijet d'ober livaj ruz-gell.
Dont a ra eus kornadoù-bro Bahia, Espirito Santo, Pernambuco ha Rio de Janeiro. Gounezet e vez hiriv e Brazil.
An anv
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Pa voe kavet ar gwez-se gant Portugaliz war aodoù Suamerika, e voent anvet pau-brasil, diwar pau a zo bazh e portugaleg ha, dre astenn-ster, kement ha gwezenn, ha brasil a deufe eus brasa, hag a dalvez kement ha regez.
Implij
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Pau brazil eta e oa an anv kentañ anavezet dre ma veze implijet ar rusk da livañ danvez d'ober dilhad, hervez gizioù ar givijerien. Kenwerzh ar c'hoad brazil eo bet ar c'hentañ obererezh ekonomikel e Brazil, a-raok gounezerezh ar c'hotoñs. Gwezenn vroadel Brazil eo ar wezenn Caesalpinia echinata .
Skeudennoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]-
Bleuñv
-
Bleuñv
-
Delioù
-
Kef
-
Gwenanenn war-dro ur vleuñvenn, Liorzh Louzoù São Paulo
-
Kef ur wezenn, Liorzh Louzoù São Paulo
-
Frouezh, São Paulo
-
Liorzh Louzoù São Paulo
Notennoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- ↑ e Geriadur Gregor Rostren, p. 117, e kaver ar stumm Coad-brisilh, troet "bois de Bresil, bois rouge"