Mont d’an endalc’had

Benghazi

Eus Wikipedia
Skol-veur Benghazi

Benghazi (بنغازي, binghāzī en arabeg) zo ur gêr vras eus Libia hag ur porzh en arvor reter ar vro-se. An eil kêr vrasañ eo e Libia.

Savet e voe ur gêr eno gant an Henc'hresianed war-dro ar bloavezh 525 kent JK, anvet Euesperides. Annezet e voe gant Gresianed eta, Romaned hag Arabed goude-se, adalek 642. E 1578 e voe aloubet gant an Durked. E 1911 e tremenas etre krabanoù an Italianed. Gouzañv a reas kalz kêr e-pad an Eil Brezel-bed. Kresket eo buan he foblañs abaoe ar bloavezhioù 1960, pa voe kroget da gorvoiñ an tireoul a gaver e dezerzhioù kreisteiz Libia.

Dont a reas ar gêr da vezañ kavell brezel diabarzh Libia e 2011. D'an 19 a viz C'hwevrer 2011 e voe lazhet un hanter-kant den bennak gant an arme[1]. En holl e voe lazhet 173 den e pevar devezh[2]. Antronoz e voe hejet kêr gant emgannoù taer ha kouezhañ a reas etre daouarn an emsavidi[3]. A-raok mont kuit avat e oa sevenet meur a dorfed gant arme ha polis ar c'horonal Kadhafi.

Adkemer er sevenadur

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Notennoù ha daveennoù

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Commons
Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons.