Aznar Iañ Galíndez
Neuz
Aznar Iañ Galíndez (?? – 839), anvet Aznard pe Achinard a-wechoù, a voe kont Aragon adal 809 betek 820, war-lerc'h marv Aureolo Aragon.
Dilezet en doa an emglev gant ar Franked evit tostaat ouzh ar Banu Qasi, roue Pamplona, met abalamour da se e voe diskaret gant e vab-kaer García Galíndez en 820.
Goude koll Aragon e 820 e voe kont Cerdaña hag Urgell betek e varv e 839. Mammskridoù zo a ra meneg anezhañ evel kont Jaca.
En 844 eo e vab Galindo a adkemeras Aragon en 844 goude marv Galindo Garcés, mab García Galíndez a oa marvet hep diskennad.