Aostrazia
Aostrazia a oa ur rouantelezh e reter Galia, e traoniennoù ar stêrioù Meuse ha Mosel, betek ar Roen, da vare ar rouaned frank. Reims e oa kêr-benn gentañ ar vro, a voe kaset da v-Metz da c'houde.
Brezel a veze etre rouaned Aostrazia ha re Neustria, er c'hornôg.
Eus rouantelezh Aostrazia e oa ar Bepined hag ar Garolingidi.
Pa varvas Hlodwig Iañ (pe Clovis e galleg a vremañ) e 511, e voe rannet e rouantelezh etre e vibien. Echu e voe gant Aostrazia pa voe unanet gant rouantelezh Neustria e 751 dindan Pepin III.
Rouaned Aostrazia
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- Eus 511 da 534 : Teodorig (anavezet evel Thierry Iañ e galleg) a voe roet dezhañ reter rouantelezh e dad, Aostrazia, enni Galianed romanekaet, Franked, Chated, Alamaned, en ur vro a glote gant Galia belg, hag a zo bremañ douaroù Loren, Rheinland, Elzas, Champagn, Belgia, hag ul lodenn eus an Izelvroioù. Da gentañ e voe lakaet ar gêr-benn gant Teodorig e Reims, ha goude e Mettis (Metz), a oa muioc'h er c'hreiz. Lakaat a reas uhelaat mogerioù kêr, diazezañ e lez en ur palez anavet evel « al Lez aour », war dorgenn ar Groaz Santel[1]. Ur « maer» a oa karget d'ober war-dro ar palez hag ar pourvezioù.
- 7 000 a dud a oa neuze, a-hervez e kêr Mettis.
- Eus 534 da 547 :
- Teodebert Iañ (pe Thibert e galleg). Ar brudetañ eus rouaned Aostrazia hag eus warlerc'hidi Clovis. Diskouez a ra bout dizalc'h hag ober a ra e voneiz. Kannaded a Vizantion a deu betek ennañ, a-berzh Justinian. Mervel abred a ra avat, en 547/548,
- Eus 547 da 555 : Théodebald Iañ, pe Tepod
- e vab Theodebald a varvas en 555, hag a lezas Aostrazia gant Klotar Iañ, mab da Klovis Iañ, a renas c'hwec'h vloaz. « Roue Soissons » a vodas an holl rouantelezhioù frank dindan ur roue hepken.
- Eus 555 betek 561 : Chlotar pe Klotar Iañ
- Adsavet rouantelezh Klovis gant Klotar Iañ
- Eus 561 betek 575 :Sighebert pe Sigebert Iañ
Sigebert Iañ, mab da Glotar Iañ, a voe roet rann reter ar rouantelezh, gant Reims da gêr-benn. Met en 566 e timezas da vBrunehilde (pe Brunehaut), a oa merc'h da roue ar Wisigothed, e Mettis (Metz), e gêr-benn nevez. Kontellataet e voe gant muntrerien kaset gant Frédégonde, pried Chilperig Iañ. Neuze e voe d'e bried Brunehilde da c'houarn ar vro.
Pennadoù kar
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Gwelout
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Notennoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- ↑ Hiriv e vez graet Musées de la Cour d'Or (Mirdioù al lez Aour) eus Mirdioù Metz war an dorgenn-se, war dachenn ar palez kozh hervez a greder.