Mont d’an endalc’had

Antonov An-148

Eus Wikipedia
Un Antonov An-148 o nijal

An Antonov An-148 (Ukraineg: Антонов Ан-148) zo ur c'harr-nij jet rannvroel ijinet ha savet gant Antonov eus Ukraina. Betek 2017 e oa savet ivez e Rusia gant ar gevredigezh produiñ kirri-nij Voronej. Krog e oa diorroadur ar c'harr-nij er bloavezhioù 1990. Ar c'hentañ nijadenn a voe d'ar 17 a viz Kerzu 2004. An Antonov An-148 a oa bet degemeret er servij d'ar 26 a viz C'hwevrer 2007. Hent nij pellañ an Antonov An-148 a zo 2100–4400 km. An niver a veajerien a zo etre 68–85 a dud, hervez renkadur diabarzh ar c'harr-nij.

An Antonov An-158 zo ar memes karr-nij met ledanoc'h betek gellout kaout 100 beajer.