Androfiliezh
An androfiliezh (diwar ar gresianeg: ἀνδρο andro-, “gour” + φιλια philia, “karantez”) ra dave d'un den, gour pe vaouez, hag a vez sachet ez-karantezel ha/pe ez-reizhel war-du goured en o oad.
Bez' ez eus daou abeg pennañ evit implijout an nevezc'herioù-mañ:
1. Dreist-holl evit kaozeal eus tuadur reizhel tud treuzrevel pe etrereizhel hep ober dave d'o revelezh-i. Ur gudenn a sav alies pa implijer an termenoù heñvelrevelezh pe arallrevelezh evit komz eus revelezh tud treuzrevel pe etrereizhel rak ober a a ra dave an termenoù-se d'o rev-i (ha n'eo ket na gourel na benel war-eeun) kement ha da hini an dud ma vezont sachet warne. N'eo ket sklaer, da skouer, hag-eñ e rankfer lâret ez eo gae treuzvaouezed hag a vez sachet war-du ar c'houred. Gwelloc'h, ha sklaeroc'h, eo lâret ec'h int androfilel.
2. Talvezout a ra an termenoù ivez evit ober an diforc'h etre oadourion/ezed sachet war-du tud deuet ha tud pedofilel sachet war-du bugale.
Implijet e c'hell bezañ ivez an termen evit kaozeal eus kevredigezhioù, evel hini Hen C'hresia, ma veze degemeret mat ar pederastiezh, da lâret eo darempredoù karantezel ha reizhel etre goured en o oad ha krennarded, met gwelet fall war un dro an darempredoù heñvelrevel etre oadourion.
Gwelet ivez
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Liammoù diavaez
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- Dynes, Wayne Androphilia. Encyclopedia of Homosexuality. Dynes, Wayne R. (ed.), Garland Publishing, 1990. p. 58.
Porched ar revelezh denel (LGBT) – Adkavit pennadoù Wikipedia a denn d'ar revelezh. |