Anarkiezh Bro-Saoz
Anarkiezh Bro-Saoz zo ur brezel-diabarzh e Bro-Saoz ha Normandi hag a badas pemzek vloaz, etre 1138 ha 1153, ma vagas ur marevezh dizurzh vras.
Ur brezel evit ar gurunenn e voe, c'hoarvezet abalamour da varv pennhêr ar roue, William Adelin, mab divastard nemetañ ar roue Herri Iañ, a voe beuzet e 1120.
Herri a glaskas reiñ ar gurunenn d'e verc'h, Matilda Bro-Saoz, anavezet ivez evel an impalaerez, met n'eas ket an holl varoned a-du ganti.
E 1135 e varvas Herri Iañ, hag e niz Steven Bleaz a gemeras ar gurunenn, gant skoazell e vreur Herri Bleaz, eskob Winchester, diwar-goust Matilda.
En 1138 e krogas harperien Matilda da enebiñ, brezel a voe e Normandi. Dilestrañ a reas Matilda en Bro-Saoz en 1139.
Echuiñ a reas ar brezel gant Feur-emglev Wallingford en 1153, pa voe anavezet Herri II, dug Normandi ha mab Matilda, a voe dibabet evel pennhêr gant Steven Bleaz.