Ana Pauker
Ana Pauker (1893 - 1960), bet ganet Hannah Rabinsohn, a oa un emsaverez ha komunourez rouman a voe ministrez an Aferioù Diavaez er Stad rouman eus 1947 betek 1952.
Buhez
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]E Codăești, e-kichen Vaslui e Moldavia, e voe ganet Hannah Rabinsohn d'an 13 a viz C'hwevrer 1893, en ur familh rabined. D'an oad a 22 vloaz, pa oa-hi studierez e 1915 a-benn kelenn hebraeg, ez eas e Strollad Sokialour-gwerinel Roumania. Daou vloaz war-lerc'h e voe un disrann er Strollad etre dalc'hidi ar werinelezh sokial ha re ar Volcheviked, ha gant ar re ziwezhañ-mañ ez eas Ana Rabinsohn. Sikour a reas da sevel Strollad Komunour Roumania (S. K. R.), hag e 1922 e voe dilennet e kuzul-ren S. K. R. end-eeun.
E 1919 he voe dimezet gant Marcel Pauker. Tri bugel a zeuas d'ar priedoù.
E 1925 e voe harzet, ha goude bezañ bet divac'het ez eas da Voskov. E 1931 e kemeras perzh er Bodad-ren bet savet gant an Ensavadur Etrebroadel Komunour evit skoazellañ renerien ar Strollad Komunour Gall.
E 1938 e voe he gwaz harzet ha lazhet en U. R. S. S., ar pezh na viras ket ouzh Ana Pauker a chom feal d'ar gomunouriezh, d'an U. R. S. S. ha da Jozef Stalin.
Distreiñ a reas da Roumania, ma labouras dre guzh ha ma voe harzet adarre. E 1940 e voe adlakaet en he frankiz e-kerzh un eskemm prizonidi a voe etre an U. R. S. S. ha Roumania. E 1944 e voe ezel eus Sekretouriezh Kuzul-kreiz S. K. R.
D'ar 5 a viz Du 1947 e voe anvet da vinistrez an Aferioù Diavaez, ha bes-pennmaodiernez e voe da c'houde. Neuze e krogas e Roumania ur maread gwaskadur "didruez dre ret", hervez Ana Pauker hec'h-unan, gant ar pal moustrañ ar soñjerien bennañ ; stag ouzh ar marevezh-se e chom Ana Pauker en eñvor ar Roumaned.
D'an 10 a viz Gouhere 1952, pa voe ul luskad enepyuzev er gomunouriezh, e voe diskarget Ana Pauker en S. K. R. hag er gouarnamant en abeg d'he "liesvroadelouriezh" ha d'he "dehouegezh" ; ar wirionez eo he doa kollet ur stourm a-enep Gheorghe Gheorgiu-Dej, pennsekretour S. K. R., a oa harpet gant Jozef Stalin e-kerzh skarzhadeg ar renerien gomunour gozh hag ar soñjerien yuzev.
E deroù 1953 e voe harzet adarre ; goude marv J. Stalin e miz Meurzh 1953 e voe divac'het Ana Pauker ha lakaet da annezadez evezhiet e-pad meur a vloaz. Daoust dezhi bout bet skarzhet eus S. K. R. e voe aotreet da labourat evel troourez alamaneg ha galleg e ti an Embannadurioù Politikel.
D'an 3 a viz Even 1960 e voe trec'het gant ar c'hrign-bev e București.
Daveennoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- Dicţionar biografic de istorie a României, Editura Meronia, București, 631 bajenn, ISBN : 978-973-7839-39-8 (ro)
- Robert Levy, Ana Pauker: the rise and fall of a Jewish Communist, University of California Press, 2001, 419 fajenn, ISBN : 978-0-520-22395-0 (en)