Alfonso XII Spagn
Neuz
Ur pennad Alfonso XII zo ivez.
Alfonso XII Spagn (1857–1885) a oa Roue Spagn. Mab e oa d'ar rouanez Isabel II ha d'he fried Francisco de Asís de Borbón, Dug Cádiz. En 1868, pa oa unnek vloaz, e voe diroueet e vamm gant Dispac'h 1868. Harluet e voe an tiegezh e Pariz.
Dimeziñ ha bugale
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Div wech e timezas:
- e 1877 d'e geniterv María de las Mercedes de Orleans (1870-1878), marvet divugel da 18 vloaz;
- e 1879 da Maria Kristina Aostria (1858-1929). Tri bugel o doe:
- María de las Mercedes (1880–1904), infantez Spagn ha priñsez Asturiez, a zimezas da Carlos de Borbón-Dos Sicilias (1870-1949)
- María Teresa(1882–1912), infantez, dimezet da Fernando de Baviera
- Alfonso XIII (1886–1941), Roue Spagn kenkent ha ganet, dre ma oa marvet e dad a-raok. Dimeziñ a reas da Victoria Eugenia de Battenberg
Besterd ivez en doe gant ar c'hoariganerez Elena Sanz:
- Alfonso (1879 Patrom:Sfn -1970)[1].
- Fernando (1880Patrom:Sfn -1922).
War e lerc'h
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Intañvez Alfonso XII, María Cristina an hini a voe rejantez Spagn da c'hortoz ken na voe he mab Alfonso en oad da ren en 1902.
Goude e varv
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Goude marv Alfonso XII e voe anvet e vab da roue, hag ar rouanez intañvez da rejantez.