Afonso IV
Neuz
Afonso IV (1291 - 1357), lesanvet O Bravo, a oa seizhvet roue Portugal. Mab e oa d'ar roue Dinis Iañ ha d'e bried Santez Isabel, priñsez a Aragon. Roueet e voe goude marv e dad e C'hwevrer 1325.
War e lerc'h e renas e vab Pedro Iañ Portugal.
Dimeziñ ha bugale
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Dimeziñ a reas da Beatriz de Castilla. Pedro, o mab, a zimezas da Constanza Manuel de Villena (1316-1345). E-touez koskor hounnezh edo an itron Inês de Castro, a orgedas Pedro outi. Afonso, o soñjal e oa lakaet ar vro en arvar gant an orged-se, a lakaas lazhañ Inês.