Action Directe
Action Directe a oa anezhañ ur strollad kleizour kiriek da vezañ kaset da benn un heuliad taolioù feuls, muntroù en o zouez, e Bro-C'hall er bloavezhioù 1980.
Krouet e oa bet Action Directe e 1977 dre unvaniñ daou strollad kleizour-pellañ anvet Groupes d'Action Révolutionnaire Internationalistes (GARI) ha Noyaux Armés pour l'Autonomie Populaire (NAPAP). E 1979 e teuas da vezañ un aozadur brezelig-kêr o kas da benn taolioù feulster a-enep d'an impalaerouriezh hag o tifenn interestoù ar proletariad.
Berzet e oa bet ar strollad ez-ofisiel gant ar gouarnamant gall e 1982.
E 1984 e voe savet ur c'henemglev etre Action Directe ha Tuad an Arme Ruz en Alamagn.
En holl, Action Directe a gasas da benn ur hanter-kant bennaket a daolioù feuls, en o zouez un arsailhadenn gant ur vindrailherez e sez Kreizenn vroadel ar batromed c'hall (Centre national du patronat français) d'ar 1añ a viz Mae 1979 ha taolioù all a-enep da savadurioù ar gouarnamant gall, d'an arme, da Stad Israel hag a-enep d'ar greanterezh a sav hag a werzh armoù.
Laeret eo bet gante ivez, anvet gante oberiadennoù evit restaolañ d'ar proletariad, muntroù, bet lazhet gante da skouer an ijinour a werzhe armoù, René Audran e 1985 ha Georges Besse e 1986, bet e penn Renault.
Harzet e voe izili pennañ Action Directe Jean-Marc Rouillan, Nathalie Ménigon, Joëlle Aubron ha Georges Cipriani d'ar 21 a viz C'hwevrer 1987 ha kaset d'an toull war-lerc'h, barnet da venel eno betek fin o buhez. Harzet e oa bet dija Régis Schleicher e 1984. Leusket e voe Joëlle Aubron da zont e-maez e 2004 abalamour d'he c'hudennoù yec'hed. Marvet eo homañ diwar grign-bev ar skevent d'ar 1añ a viz Meurzh 2006.
Bez' ez eus c'hoazh tud hag a stourm evit ma vefe leusket da zont e-maez eus an toull-bac'h izili Action Directe a chom eno c'hoazh. Hoel Mahe a skrivas ur pennad a-zivout ar strollad-se e kentañ niverenn Nidiad e miz Genver 2010.
Gwelet ivez:
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Liammoù diavaez:
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- www.action-directe.net (e galleg)
- Campaign for the release of Action Directe prisoners (e galleg)