Mont d’an endalc’had

7,92 × 33 mm Kurz

Eus Wikipedia
7,92 × 33 mm Kurz
Skeudenn ar pennad 7,92 × 33 mm Kurz
Kartouchennoù 7,92 × 33 mm Kurz
Doare
Doare korf an douilhez kreuzenn
Doare skeiñ e-kreiz
Bro orin Trede Reich Trede Reich
Muzulioù
Ø bannadell 8,22 mm
Ø trogleuziñ 7,89 mm
Ø kolier 9,10 mm
Ø skoaz 11,40 mm
Ø korf an douilhez 11,94 mm
Ø strad 11,95 mm
Tevder ar strad 1,30 mm
Hirder an douilhez 33 mm
Hirder ar gartouchenn 48 mm
Perzhioù all
Pouez ar vannadell 8 g
Tizh mont e-maez V0 685 m/s
Gwask ar gazoù d'ar muiañ 3.400 bar
Energiezh ar vannadell 1.886 - 1.909 J
Lezenn
Rummad e Bro-C'hall C

Ar 7,92 × 33 mm Kurz, anvet ivez Pistolenpatrone 43 zo ur munision ijinet e 1940 gant an embregerezh alaman Polte eus Magdeburg (Sachsen-Anhalt). Implijet eo bet dreist-holl er Sturmgewehr 44, a vez gwelet evel unan eus fuzuilhoù-arsailh kentañ an istor.

Goude ar Brezel-bed Kentañ e oa savet an ezhomm en armeoù european evit armoù hiniennel aotomatek nevez, dezhe un hed-tenn etre (war-dro 300 metr). Adalek kreiz ar bloavezhioù 1930 e krogas pemp embregerezh alaman da labourat war vunisionoù azasaet d'an armoù-mañ : Geco, DWM, RWS, Rheinmetall-Borsig ha Polte. Ar pevar embregerezh kentañ a ginnigas munisionoù nevez berroc'h evit ar 7,92 × 57 mm Mauser standart e kalz armoù alaman d'ar poent-se, met dezhe kalibroù disheñvel. Polte a ginnigas e dibenn 1940 stumm echuet ar gartouchenn 7,92 × 33 mm, a oa hec'h interest implijout ar memes kalibr boledoù evit ar 7,92 mm hengounel, ar pezh a aesae ar jeu evit uzinoù armoù ar vro.[1]

Anvet e voe da gentañ Pistolenpatrone 43 (kartouchenn evit pistolennoù) ar munision nevez abalamour e oa Adolf Hitler a-enep da implij armoù aotomatek nevez e plas an armoù-morailh Gewehr 98 ha Karabiner 98k. Ur mod da guzhat palioù gwir ijinerien ar munision e oa. Savet e voe daou bimpatrom fuzuilhoù-arsailh tro-dro d'ar gartouchenn nevez, an MKb42(H) gant Haenel hag an MKb42(W) gant Walther. Fuzuilh Walther, adanvet MP 43/44 ha war-lerc'h Sturmgewehr 44, a voe lañset he froduerezh da vat e 1944 pa voe asantet anezhi gant Hitler goude m'en dije lennet rentaoù-kont eus an talbenn a c'houlenne e vije ledanaet implij an arm. Adanvet e voe ar gartouchenn 7,92 × 33 mm Kurz (berr) evit chom hep droukveskañ gant ar c'hartouchennoù 7,92 mm hiroc'h.

War-bouez er Sturmgewehr 44 hag en un nebeud armoù all (Remington XP-100 pe Gewehr 98 adkambret), n'eo ket bet implijet kalz ar munision goude an Eil Brezel-bed. Produet e vez c'hoazh hiziv-an-deiz evit an dastumerien dreist-holl.

  1. (en) WILLIAMS Anthony G., Assault rifles and their ammunition: History and prospects (diellet), 22/06/2008 (lennet d'ar 04/06/2024)
  Stag eo ar bajenn-mañ ouzh Porched an Armoù-tan