Kanariez
Lec'hiadur |
Inizi Kanariez (Islas Canarias e spagnoleg) zo inizi e-maez da aod Afrika, e-tal Maroko, er Meurvor Atlantel, e-dalc'h rouantelezh Spagn abaoe ar XVvet kantved.
Div broviñs zo anezho, Las Palmas de Gran Canaria ha Santa Cruz de Tenerife.
Unan eus rannvroioù pellañ Unaniezh Europa int ("rannvroioù dreisttrobarzh").
Gerdarzh
An anv Islas Canarias a zeu eus al latin Canariae Insulae, "inizi ar chas" ; da gentañ ne oa nemet anv an enez vrasañ, Gran Canaria, Canaria Insula. Dont a ra eus ar chas gouez bras (canes) betvkavet gant ar veajourien gentañ deuet d'an enez[1].
Douaroniezh
Ar seizh enez vrasañ a zo tri stroll anezho.
- Er reter
- Lanzarote, Arrecife he c'hêr-benn
- Fuerteventura, Puerto del Rosario he c'hêr-benn
- Er c'hreiz
- Gran Canaria, Las Palmas de Gran Canaria he c'hêr-benn
- Tenerife, Santa Cruz de Tenerife he c'hêr-benn
- La Gomera, San Sebastián de La Gomera he c'hêr-benn
- Er c'hornôg
- La Palma, Santa Cruz de La Palma he c'hêr-benn
- El Hierro, Valverde he c'hêr-benn.
Inizi bihanoc'h zo : La Graciosa (annezet), Alegranza, Los Lobos, Montaña Clara, Roque del Este ha Roque del Oeste.
Enezennoùigoù ha kerreg zo ivez : Anaga, Garachico, Salmor, ha reoù all dizanv.
Istor
- 31 a viz Mae 1494 : en inizi Kanariez : lazhadeget ar Gastilhaned gant ar Gwanched en Tenerife e La Matanza de Acentejo.
Notennoù
- ↑ Chrysti the Wordsmith : Verbivore's Feast – A Banquet of Word & Phrase Origins, Farcountry Press, 2004 (ISBN 978-1-56037-265-3)