Mont d’an endalc’had

Bandenn Gaza

Eus Wikipedia
Stumm eus an 18 Her 2023 da 19:24 gant Dishual (kaozeal | degasadennoù)
(diforc'h) ← Stumm kent | Gwelet ar stumm red (diforc'h) | Stumm war-lerc'h → (diforc'h)
Bandenn Gaza
tiriad e dalc'h, Ezklozadur, disputed territory, Region of Palestine, ranndir
Rann eusStad Palestina, Reter-Kreiz, Azia ar Mervent Kemmañ
Deiziad krouiñ1949 Kemmañ
ArvezPalestinian conflict Kemmañ
Anv e yezh-vamm an denقِطَاعُ غَزَّةَ Kemmañ
Vocalized nameقِطَاعُ غَزَّةَ Kemmañ
Treuzskrivadur APIˈɡɑːzə Kemmañ
Anvet diwarGaza Kemmañ
Anv annezidigazià, gaziana, gazians, gazianes, Gazans Kemmañ
Yezh ofisielarabeg Kemmañ
KevandirAzia Kemmañ
StadStad Palestina, Republik Arab Unanet, Israeli-occupied territories, Aotrouniezh Vroadel Palestina, occupation of the Gaza Strip by the United Arab Republic Kemmañ
Kêr-bennGaza Kemmañ
E tiriadStad Palestina Kemmañ
Gwerzhid-eurUTC+02:00, UTC+03:00 Kemmañ
Lec'hSouthern Levant Kemmañ
War riblBesor River, Mor Kreizdouar Kemmañ
Lec'hiadurPalestina Kemmañ
Territory claimed byStad Palestina Kemmañ
Daveennoù douaroniel31°27′0″N 34°24′0″E Kemmañ
Kenurzhiennoù al lec'h pellañ er reter31°32′27″N 34°34′3″E Kemmañ
Kenurzhiennoù al lec'h pellañ en norzh31°35′40″N 34°29′27″E Kemmañ
Kenurzhiennoù al lec'h pellañ er su31°13′11″N 34°16′2″E Kemmañ
Kenurzhiennoù al lec'h pellañ er c'hornôg31°19′24″N 34°13′8″E Kemmañ
Poent uhelañAbu Auda Kemmañ
Penn an aotrouniezhMahmoud Abbas Kemmañ
IsrannoùNorth Gaza Governorate, Gaza Governorate, Deir al-Balah Governorate, Khan Yunis Governorate, Rafah Governorate Kemmañ
Moneiznew shekel Kemmañ
A zo stok ouzhEgipt, Israel Kemmañ
Coextensive withSinai, Negev Kemmañ
Present in workGaza mon amour, Gaza Strip, Death in Gaza, Gaza Kemmañ
Deskrivet en URLhttps://www.btselem.org/topic/gaza_strip Kemmañ
HashtagGaza Strip Kemmañ
Istorhistory of Gaza Kemmañ
Köppen climate classificationhot semi-arid climate Kemmañ
Ekonomiezh an danvezekonomiezh Bandenn Gaza Kemmañ
Araogenn bellgomz ar vro+970 Kemmañ
Map
Kartenn eus Bandenn Gaza

Bandenn Gaza, pe Strizhenn Gaza (قطاع غزة, Qita' Ghazzah, en arabeg, רצועת עזה, Retzuat 'Azza, en hebraeg) zo un dachenn douar lec'hiet e mervent Israel. Evel Sisjordania e oa bet aloubet gant arme Israel ha melestret e rankfe bremañ gant Aotrouniezh Vroadel Palestina, met tapet eo bet ar galloud eno gant al luskad Hamas e 2007.

Bandenn Gaza a denn hec'h anv eus hini ar gêr vrasañ er c'hornad, Gaza pe Ghazza.

Israel ha Bandenn Gaza

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Da-heul an diviz kemeret gant Aozadur ar Broadoù Unanet d'an 29 a viz Du 1947, e oa Palestina da vezañ rannet e div stad dizalc'h, ur stad yuzev hag ur stad arab ; ar stad arab a oa d'en em ledañ, dre vras, war Sisjordania ha Bandenn Gaza. Gant ar broioù arab amezek e voe nac'het ar rannadur-se ha disklêriañ a rejont ar brezel a-enep ar stad yuzev (Israel). Un arsav-brezel a voe e 1949 etre Israel hag ar broioù arab ha drezañ e voe lakaet douaroù Sisjordania e dalc'h stad Jordania. Bandenn Gaza, hi, a voe fiziet ar melestradur anezhi en Ejipt. Goude ar Brezel c'hwec'h devezh, e 1967, e voe aloubet an douaroù-se gant Israel. Bandenn Gaza a voe staget ouzh Israel neuze betek 1994, pa oa bet sinet Emglevioù Oslo. Hervez an emglev-se e oa un doare gouarnamant emren, Aotrouniezh Vroadel Palestina, da ren war 80% eus an douaroù palestinat a oa bet aloubet e 1967. E gwirionez e talc'has arme Israel da ren Bandenn Gaza betek 2005. Er bloavezh-se e voe rediet an trevadennoù savet gant Yuzevien da vont kuit gant gouarnamant Israel.