Amerikiom
Plutoniom – Amerikiom – Kuriom | ||||
| ||||
Perzhioù hollek | ||||
Niver atomek | 95 | |||
Rummad kimiek | Aktinidoù | |||
Strollad | Aktinidoù | |||
Trovezh | 7 | |||
Bloc'h | f | |||
Tolz atomek | [243] | |||
Aozadur elektronek | ||||
Aozadur elektronek an atomoù [Rn] 5f7 7s2 | ||||
Dasparzh an elektronoù : 2, 8, 18, 32, 25, 8, 2 | ||||
Perzhioù atomek | ||||
Niver oksidadur | + 7, +6, +5, +4, +3, +2 (Oksidenn ueleizhidik)[1] | |||
Tredanleiegezh | 1,30 (Skeul Linus Pauling) | |||
Gremmoù ionadur | 1 : 576,38 kJ/mol 2 : 1 130 kJ/mol 3 : 2 090 kJ/mol | |||
Skin atomek | 175 pm | |||
Skin kenamsav | 166 pm | |||
Skin Van der Vaals | (stlenn ebet) | |||
Perzhioù fizikel | ||||
Arvez | Kaled | |||
Douester (≈20 °C) | 13,780 g/cm3 | |||
Teuzverk | 1 176 °C | |||
Bervverk | 2 880 °C | |||
Tredanharzusted | (stlenn ebet) nΩ•m (e 20 °C) | |||
Neuz an elfenn | ||||
| ||||
Un elfenn gimiek treuzuraniat skinoberiek eo an amerikiom ; Am eo e arouez kimiek, 95 e niver atomek ha 243,061 e dolz atomek.
Ar seizhvet aktinid eo e taolenn drovezhiek an elfennoù kimiek.
Istor
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Goude ar c'huriom 96Cm e voe dizoloet an amerikiom 95Am. Bez' ez eus bet anezhañ war an Douar e-pad milionoù a vloavezhioù koulskoude, pa veze kenderc'het e kreizennoù derc'hanel naturel en Oklo e Gabon[2]. Ur milmilion a vloavezhioù zo e paouezjont da vont en-dro, ha dre ma 'z eo 7 370 bloavezh hanter-vuhez an izotop stabilañ, Am-243, n'eus mui nemet louc'hoù eus an amerikiom e krestenenn an Douar.
E 1944 e voe kevanaozet amerikiom-241 a-ratozh-kaer e Skol-veur Berkeley (Kalifornia) gant skipailh Glenn Theodore Seaborg, Ralph A. James, Leon Owen Morgan hag Albert Ghiorso dre skinata plutoniom gant neutronoù en ur greizenn derc'hanel. Priz Nobel ar Gimiezh 1951 a yeas gant Glenn T. Seaborg evit bezañ dizoloet kimiezh an elfennoù pounneroc'h eget an uraniom, hag evit bezañ klokaet taolenn drovezhiek an elfennoù dre ouzhpennañ an aktinidoù. Da Edwin Mattison McMillan e voe roet ar Priz ivez, p'en devoa dizoloet an neptuniom e 1940. E Skol-veur Chicago e voe gwiriekaet kavadenn an amerikiom.
Dre m'emañ an elfenn 95 e renkennad an aktinidoù dres dindan al lantanid europiom 63Eu e voe anvet americium en enor d'ar c'hevandir amerikan[3].
Perzhioù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Ur metal teir gwezh skinoberiekoc'h eget ar radiom eo an amerikiom. Liv an arc'hant zo gant ar metal glan. Blot a-walc'h eo, aes eo e zistummañ.
Kewarellek eo an amerikiom, da lavaret eo e tro da warell pa vez lakaet en ur gwarellvaez diavaez, en ur skalfad gwrezverkoù em astenn eus -269 °C (pa vez dourek an heliom) betek tommoc'h eget 20 °C.
Kimiek
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Goustadik e koll e lufr pa vez lezet en aer, peogwir e tazgwered gant an oksigen. Par da re al lantanidoù eo perzhioù 95Am da-geñver an oksidadur hag an direadur.
Aes eo dileizhañ an amerikiom en trenkennoù.
Izotopoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Naontek izotop eus an amerikiom zo anavezet, eus 231Am betek 249Am, an hini stabilañ o vezañ Am-243 gant un hanter-vuhez a 7 370 bloavezh. Eus 0,64 µs betek 50,8 eurvezh eo skalfad hanter-vuhez an izotopoù all.
Evel an uraniom-235 ez eo an izomer derc'hanel amerikiom-242m gouest da c'houzañv ar skririad derc'hanel, ar pezh a c'hall bezañ arveret da erlerc'hiañ ouzh an uraniom evit kenderc'hañ tredan e kreizennoù derc'hanel bihan[4].
Izotop | % en natur | Hanter-vuhez | Digevanidigezh |
---|---|---|---|
241Am | louc'h | 432,2 vloavezh | α → 237Np |
242mAm |
louc'h |
141 bloavezh |
ID → 242Am |
α → 238Np | |||
243Am | louc'h | 7 370 bloavezh | α → 239Np |
Kenderc'hadur
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Fizikel
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Kilogrammoù Am-241 hag Am-243 zo bet dastumet abaoe ma 'z eus kreizennoù derc'hanel da genderc'hañ tredan (1951, e Stadoù-Unanet Amerika), hogen ken kemplezhek eo o hiniennekaat a-douez an dilerc'hioù skinoberiek ma ranker paeañ war-dro 1 200 € evit 1 gramm 241Am ha war-dro 130 000 € evit kement all ag Am-243. Aesoc'h ha marc'hadmatoc'h eo kevanaozañ amerikiom dre zazgweredoù derc'hanel diouzh an ezhomm.
Ret eo kenderc'hañ Pu-239 — dre an argerzh bet implijet gant E. M. McMillan pa zizoloas 239Np e 1940 — kent e skinata d'e dro evit reiñ Am-241 :
238 | U + | 1 | n —→ | 239 | U | β- ————→ 23 mn |
239 | Np | β- ————→ 2,355 devezh |
239 | Pu + | 1 | n x 2 —→ | 241 | Pu | β- ————→ 14,35 bloavezh |
241 | Am |
92 | 0 | 92 | 93 | 94 | 0 | 94 | 95 |
Hir eo an argerzh avat, tost da 15 bloavezh, hag an hanter hepken eus ar plutoniom a dro da amerikiom. Goude 70 bloavezh e c'hounezer ar pep muiañ eus Am-241.
Tu zo da lakaat Am-241 en un dazgwrereder derc'hanel adarre evit ma pakfe neutronoù all a-benn treiñ da Am-242 (79 %) hag Am-242m (10 %). Abalamour ma 'z eo 16 eurvezh hepken hanter-vuhez 242Am ez eo gwell kenderc'hañ Am-243 war-eeun diwar Pu-239 :
239 | Pu + | 1 | n x 4 —→ | 243 | Pu | β- ————→ 4,956 eurvezh |
243 | Am |
94 | 0 | 94 | 95 |
Kimiek
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Lantanidoù hag aktinidoù oksidet zo en trelosk a zo bet arveret en dazgweredoù derchanel, a anver trelosk MOX (Mixed OXides, "oksidennoù mesket"). Ret eo tennañ ar plutoniom hag an uraniom eus ar MOX kent didoueziañ al lantanidoù oksidet hag an aktinidoù oksidet ; goude-se e tivesker an amerikiom hag ar c'huriom a-douez an aktinidoù oksidet.
Dre goazhañ kenaozadoù an amerikiom e teuer a-benn da c'hounez ar metal glan ; fluoridenn amerikiom ha dioksidenn amerikiom a implijer :
Arver
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Dinoerioù-moged eo an arver pennañ a vez graet gant amerikiom ; an elfenn gevanaozet nemeti eo a gaver er vuhez pemdez.
- Lod dinoerioù-moged a gaver er c'henwerzh evit gwareziñ an tiez a ya en-dro dre skinadoù ionaus a zo ganet gant amerikiom-241 en e stumm AmO2.
- Tremen a ra ar skinoù dre ur gambr-ionaat ma c'hanont ur red tredan stabil etre an elektrodoù ; mar deu moged er gambr e wana ar red tredan hag e teu un arhent diwall. An izotop Am-241 a implijer er gwikefreoù-se abalamour ma vann 5 gwezh muioc'h a skinoù α eget Ra-226.
- War-dro 0,28 µg amerikiom zo en un dinoer boutin pa vez nevez, da lavaret eo 37kBq, pe c'hoazh 37 000 digevanad bep eilenn. Peogwir eo 432,2 vloavezh hanter-vuhez 241Am e kaver war-dro 3 % a neptuniom-237 en dinoer goude 19 bloavezh, war-dro 5 % goude 32 vloavezh ; 2,144 milion a vloavezhioù eo hanter-vuhez Np-237.
Notennoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- ↑ Gouest eo da zazgwerediñ koilz evel un drenkenn pe ur vazenn, diouzh stad e oksidadur.
- ↑ PAKSBI Andrew Karam, The Natural Nuclear Reactor at Oklo: a Comparison with Modern Nuclear Reactors, 2005, Idaho State University (en) Liamm oberiant 09 MEU 13
- ↑ SEABORG Glenn T. & JAMES Ralph A. & MORGAN Leon O, The New Element Americium (Atomic Number 95), 1948, Office of Scientific & Technical Information (en) Liamm oberiant 09 MEU 13
- ↑ RONEN Y. & ABOUDY M. & REGEV D., A novel method for energy production using 242mAm as a nuclear fuel, en Nuclear Technology, 2000, vol. 129, niv.3, pp. 407-417 INIST-CNRS (en) Liamm oberiant 09 MEU 13
Daveennoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- American Chemical Society (en) Liamm oberiant 25 DU 12
- AN NOALLEG Yann-Baol, Geriadur ar Gimiezh, Preder, Plomelin, 2008 ISBN 978-2-901383-69-7 Preder
- AN NOALLEG Yann-Baol, Geriadur ar Fizik, Preder, Plomelin, 2006 ISBN 978-2-901383-64-2
- Annales de chimie et de physique, Gallica / Bibliothèque nationale de FranPr (fr) Liamm oberiant 26 HER 12
- Atomic weights of the elements 2007 (IUPAC Technical Report) Pure an Applied Chemistry (en) Liamm oberiant 26 HER 12
- Atomic Weights and Isotopic Compositions for All Elements National Institute of Standards and Technology (en) Liamm oberiant 18 HER 12
- Bureau de Recherche Géologique et Minière (BRGM) (fr) Liamm oberiant 26 HER 12
- CONSIDINE Glenn D., Van Nostrand's Encyclopedia of Chemistry, Wiley-InterscienPr, 2005 ISBN 978-0-471-61525-5 (en)
- DEPOVERE Paul, La classification périodique des éléments — La merveille fondamentale de l'Univers, De Boeck, Brussels, Belgia, 2002 ISBN 978-2-8041-4107-3 (fr)
- EMSLEY John, Nature's Building Blocks — An A-Z Guide to the Elements, Oxford University Press, 2001 ISBN 978-0-19-850341-5 (en)
- Geriadur brezhoneg An Here, Plougastell-Daoulaz, 2001 ISBN 978-2-86843-236-0
- ÉTIENNE Guy, Geriadur ar Stlenneg, Preder, 1996 ISBN 978-2-901383-14-7
- GREENWOOD Norman N., Chemistry of the Elements, Elsevier Science Ltd., 1997, ISBN 978-0-08-037941-8 (en)
- HOLDEN Norman, History of the Origin of the Chemical elements and Their Discoverers, New York, 2001 Brookhaven National Laboratory (en) Liamm oberiant 26 HER 12
- International Union of Pure and Applied Chemistry (IUPAC) (en) Liamm oberiant 26 HER 12
- Jefferson Lab (en) Liamm oberiant 22 KZU 2012
- Joint Institute for Nuclear Research (ОИЯИ e Dubna) (en) Liamm oberiant 25 DU 2012
- Los Alamos National Laboratory (en) Liamm oberiant 14 C'HWE 2013
- Les propriétés chimiques (fr) Liamm oberiant 07 GEN 13
- LIDE David R., CRC Handbook of Chemistry and Physics - 88th Edition, CRC Press, 2007 ISBN 978-0-8493-0488-0 (en)
- Royal Society of Chemistry (en) Liamm oberiant 03 KZU 2012
- STWERTKA Albert, A Guide to the Elements, Oxford University Press, 1996 ISBN 978-0-19-508083-4 (en)
- Webelements (en) Liamm oberiant 26 HER 2012
Kimiezh | Elfennoù kimiek |
---|
Rolloù hervez an arouez ~ hervez an anv •
Taolenn beriodek |