Job Lec'hvien

skrivagner brezhonek
Job Lec’hvien
Job Lec'hvien
Anv ofisiel Joseph Lec'hvien
Anv pluenn Job Lec'hvien
Job Kergrist[1]
Obererezh Beleg
Embanner
Troer
Ganedigezh e 1919
e Plaeraneg, Breizh
Marv e 2015
e Sant-Brieg, Breizh
Yezh skrivañ Brezhoneg
Enorioù Priz Langleiz (1988)
Urzh an Erminig (1996)
Oberennoù pennañ
Abati Koad-Maloen
Diverradur katekiz an Iliz Katolik (Troidigezh)
Kanennoù Santel
Testamant kozh (Troidigezh)


Job Lec'hvien, bet ganet e Plaeraneg (Goueloù) e 1919 ha marvet e Sant-Brieg d'an 29 a viz Mezheven 2015, a voe ur beleg katolik hag ur skrivagner breizhat.

Bugel ur familh a beizanted katolik e voe Job Lec'hvien, niz an Aotrou Pêr-Mari Lec'hvien, a voe drouklazhet e dibenn an Eil brezel-bed[2]. Mont a reas d'ar skol kentañ-derez e Landreger e ti ar frered, da Skolaj Sant-Jozef Lannuon war-lerc'h, ha kenderc'hel a reas gant e studioù doueoniezh e kloerdi Sant-Brieg. Beleget e voe e 1945.

Rener skol Sant-Pêr (skolaj Diwan hiziv an deiz) e Plijidi eus 1945 da 1970. Sikour a roe da Skol an Emsav evit sevel stajoù Plijidi.
Kemeret en doa perzh en FLB er bloavezhioù-se. Toullbac'het e voe en abeg da gement-se[3].

Eus 1970 betek ar bloavezhioù 1990 e voe person Kergrist-Moeloù ha Tremargad, hag unan eus diazezerien an Union Sportive Kergristoise. Alies e voe tredeog war tachenn mell-droad Kermablouz.

Resevet en doa ar Priz Langleiz e 1988 evit e droidigezh eus ar Bibl. E 1996, evit e droidigezh eus ar Bibl (Testamant Kozh) ivez, e voe roet dezhañ Kolier an Erminig a-gevret gant André Lavanant, Pierre Le Treut ha Rita Morgan Williams.

Edo o chom en ti-retred Gwazh-Mikael e Landreger, kent mont da di-retred ar Sedrezenn e Sant-Brieg. Aet eo d'an Anaon d'an 29 a viz Mezheven 2015.

Oberennoù

kemmañ
 
Diverradur katekiz an Iliz katolik.

Labouret en doa da sikour e geneil Pêr ar Gall person kozh Eviaz ha Tremargad goude, evit troidigezh hag embannadur ar Bibl (Testamant Kozh) e brezhoneg diwar an dornskrid en hebraeg eus an trede kantved goude Jezuz-Krist.
Luskañ Embannadurioù an Tour Tan a reas ivez, gant Pêr ar Gall[4], arbennikaet war an embann skridoù relijiel. Embannet en doa kanaouennoù relijiel e 1988 en e levr Kanennoù Santel.

Ur studiadennig en doa embannet a-zivout abati Koad-Maloen l e 1993.

Treiñ a reas katekiz an Iliz katolik a-bezh (1992), kemeret en doe perzh en aozadur ul levr-oferenn gant komision etreeskoptiel al liderezh e brezhoneg e 2011 ; treiñ a reas buhez sent Breizh, sant Samzun, Sant Tudual, Propr eskopti Sant-Brieg ha Treger e 2007, ha prosez santelezhadur Sant Erwan, diwar al latin. Gant "Kanennoù santel" e kinnige un doare rimet eus ar Salmoù.

E 2014 e voe embannet e droidigezh eus Diverradur Katekiz an Iliz katolik gant Imbourc'h (255 p.).

Troet en deus meur a destenn a zo chomet diembann betek-henn ha miret gant Embannadurioù Penkermin. Embannet eo bet e labour kenaozañ Ar Bibl e 2018 gant an ti-embann-se[5].

Notennoù ha daveoù

kemmañ
  1. Gw. Notennig ar BNF e galleg
  2. Frañsez Favereau, Lennegezh ar brezhoneg en ugentvet kantved, trede levrenn, pajenn 220
  3. "Evel kellies all a veleien eus Treger eo bet harzet ha serret gant paotred an FLB kentañ", Lennegezh ar brezhoneg en XXvet kantved, Frañsez Favereau, trede levrenn, pajenn 220
  4. An Tour Tan
  5. Ar Bibl troet e brezhoneg, Penkermin, 2018.(ISBN 978-2-9541574-0-5)


  Porched Breizh – Adkavit pennadoù ha rummadoù Wikipedia a denn da Vreizh.
  Porched al Lennegezh – Gwelit ar pennadoù hag ar rummadoù diwar-benn al lennegezhioù.