Person
Ar person eo ar beleg katolik a zo lakaet e penn ur barrez gant an eskob a zo a-us dezhañ. Dindanañ emañ ar c'hure, a zo beleg ivez, hag a-wechoù e vez diagoned ha n'int ket beleien anezho. E brezhoneg ne reer ket an diforc'h a veze graet e galleg etre recteur (ur beleg e-unan-penn e karg eus ur barrez vihan) ha curé a dalveze kement ha person-kanton. Er parrezioù bras-mañ e oa meur a gure.
Kavet e vez person (pe parson) e kerneveureg hag e kembraeg ivez. Ar saozneg a ra curate eus ar c'hure met (ret diwall) vicar eus ar beleg e karg eus ar barrez.
A-hend-all ar relijion gristen a implij person gant ar ster ledan a orin (al latin persona) : tri ferson an Dreinded.
Anv-tiegezh
kemmañPerson a vez kavet ivez e-giz anv-familh. Lod a gav fentus eta lavarout an itron Person eus gwreg an aotrou Person. Personig a gaver ivez evel anv-familh.
Tud
kemmañ- Person Ars, anv roet d'ur beleg gall, Yann-Vari Vianney (1786-1859), lakaet war roll ar sent e 1925.
Lennegezh
kemmañ- The Persouns Tale, kontadenn saoznek gant Geoffrey Chaucer
- Kenteliou Aotrou Persoun Ars, anv ul levr brezhonek, anezhañ un droidigezh gant Théodore Pilven le Sévellec , e 1906, diwar-benn ar person gall Jean-Marie Vianney .
- Ar Person touer, pezh-c'hoari brezhonek gant Yeun ar Gow,
- Ur person evit enez Sun, troet gant Mich Beyer diwar Un recteur de l'île de Sein gant Henri Queffélec, An Alarc'h Embannadurioù, 2016
Pennad kar
kemmañ