2006
bloavezh
Bloavezhioù: ../.. 2000 2001 2002 2003 2004 2005 - 2006 - 2007 2008 2009 2010 2011 2012 ../.. | |
Dekvedoù: 1980 1990 - Bloavezhioù 2000 - 2010 2020 | |
Kantvedoù: XIXvet kantved - XXvet kantved - XXIvet kantved Kronologiezh dre viz : Kronologiezh dre ranndirioù : Kronologiezh dre demoù : |
Diwar-benn bloavezh 2006 an deiziadur gregorian eo ar bajenn-mañ.
- Sellit ivez ouzh 2006 e Breizh.
Deiziadurioù all
kemmañKlotañ a raio bloavezh 2006 an deiziadur gregorian gant ar bloavezhioù-mañ :
- Deiziadur hebraek : 5766 / 5767 (ar 1añ tishri 5767 a vo d'an 23 Gwengolo 2006)
- Deiziadur muzulman : 1426 / 1427 (ar 1añ mouharram 1427 a vo d'an 31 Genver 2006)
- Deiziadur pers : 1384 / 1385 (ar 1añ farvardin 1385 a vo d'an 21 Meurzh 2006)
- Deiziadur sayana : 1927 / 1928 (ar 1añ chaitra 1928 a vo d'an 22 Meurzh 2006)
- Devezhioù juluan : 2453736 da 2454100
- Bloaz nevez Sinaat : d'an 29 Genver, deroù bloavezh ar C'hi
Darvoudoù
kemmañGenver
kemmañ- 1añ Genver :
- Azerbaidjan : Adgwerzhekaet eo ar manat.
- Rusia : Paouez a ra an embregerezh Gazprom da bourchas gaz naturel da Ukraina.
- Kanada : Adsavet ez eus 30 kumun e proviñs Kebek, goude disoc'h ur referendom dalc'het d'an 20 Mezheven 2004
- Frañs :
- Lakaet eo e pleustr al lezenn organek a denn da lezennoù an arc'hant e diabarzh ar Stad.
- Krouidigezh ar Bank postel, adskourr eus la Poste, a gemer lec'h ar servijoù arc'hant a oa dija.
- Palestina : Embann a ra al luskad palestinat radikal Hamas, kiriek eus gwalldaolioù enep-israelat, ne adkaso ket an emglev war an harz-brezel, bet tonket e miz Meurzh gant ar Penn palestinat Mahmoud Abbas. Hemañ en deus disklêriet e oa an emzalc'h-se ur fazi bras. An hevelep diviz a oa bet kemeret gant luskadoù armet all dija evel an Jihad islamek ha bagadoù all stag ouzh ar Fatah.
- Suis : Moritz Leuenberger a grog gant e garg prezidant ar C'hengevread.
- Unaniezh Europa : Kemer a ra Aostria penn an Unaniezh evit 6 miz, war-lerc'h Breizh-Veur.
- Vatikan : E-pad oferenn ar bloaz Nevez gouestlet d'ar peoc'h ha lidet e penn-iliz Sant-Pêr Roma, eo bet galvet an ABU gant ar Pab Benead XVI da gaout un emskiant nevesaet eus e atebegezhioù evit kas war-raok ar justis, ar c'hengred hag ar peoc'h er bed.
- Rusia : Emglev bloaz sinet gant Ukraina evit reizhañ an doareoù pourchas energiezh etre an div vro.
- 10 Genver :
- Frañs : Diskouez a ra ur studiadenn eus an UFE (Unaniezh ar Familhoù en Europa) ez eus ouzhpenn 2 vilion a vugale baour er vro.
- 15 Genver :
- Goude un ergerzhadenn zo padet 7 vloaz gant tost 5 miliard a gilometradoù a-dreuz an egor eo distro an egorsontenn stadunanat Stardust war an Douar, enni ur gargad poultrennoù egor prizius.
- Chile : Michelle Bachelet, kentañ plac'h dilennet da brezidantez ar vro.
- 17 Genver :
- 19 Genver :
- Bannet brav eo bet New Horizons, an egorsontenn gentañ da skeiñ war-du Ploudon.
- 20 Genver :
- Afrika : Deroù Kib Afrika Broadoù ar Vell-droad 2006 en Egipt.
- 21 Genver :
- Kosovo : Marv eo Ibrahim Rugova, prezidant Kosovo diwar krign-bev ar skevent.
C'hwevrer
kemmañMeurzh
kemmañ- 22 a viz Meurzh: harz-an-tan gant ar strollad ETA en Euskadi.
- 25 a viz Meurzh: e Bièvres eo aet da Anaon Serge Antoine, bet treset kartenn rannvroioù Bro-C'hall gantañ e 1958.
- Filipinez: lamet ar stad a zifrae gant ar brezidantez Gloria Macapagal-Arroyo.
Ebrel
kemmañ- 15 Ebrel
- Nepal : Dalc'het ez eus bet ur vanifestadeg e su ar vro, kostez Katmandou, gant miliadoù a dud, a-enep d'ar roue kazi hollgalloudus Gyanendra Bir Bikram Shah Dev, evit brasañ plijadur ar 7 strollad kenaozet a-eneptan, en o zouez Strollad Komunour Nepal (Maoour), a souten ar vrezelourien-diabarzh maoist.
- 16 Ebrel
- Turkia : 31 den a zo bet gloazet da geñver ur gwalldaol aozet gant ur vombezenn en ur c'harter annezel eus Istanbul.
- Iwerzhon : un 100.000 bennaket a dud o deus dibunet e straedoù Dulenn a-benn enoriñ emsavadeg 1916. En o zouesk e oa un 2.500 bennaket a soudarded. Ne oa ket bet eus an dibunadeg-se abaoe 1970. Kêr Dulenn a vod enni w.-d. 500.000 a dud.
Mae
kemmañMezheven
kemmañ- 3: dizalc'hiezh Montenegro embannet gant Parlamant ar vro-se.
Gouere
kemmañEost
kemmañGwengolo
kemmañ- 19 a viz Gwenholon: Taol-stad an arme e Thailand.
- 26 a viz Gwenholon: kondaonet eo Bro-C'hall gant Lez-varn Europat Gwirioù Mab-den diwar reked ar brogarour breizhat Gérard Bernard.
Here
kemmañ- 7 a viz Here : muntret eo ar gazetennerez Anna Politkovskaya e Moskov.
- 14 a viz Here: trec'het eo bet Veselin Topalov gant Vladimir Kramnik er match aozet gant ar FIDE (Kevre Bedel An Echedoù) evit adunaniñ ar c'hampionad bedel.
Du
kemmañ- 5 a viz Du: kondaonet eo Saddam Husain d'ar marv.
Kerzu
kemmañMarvioù pennañ
kemmañ- Gwelit ivez : Rummad:Marvioù 2006
Genver
kemmañ- 15 Genver : Jaber Al-Ahmad Al-Jaber Al-Sabah, emir Koweit, 79 vloaz.
- 21 Genver : Ibrahim Rugova, prezidant dilennet Kosovo
- 21 Genver : Luc Dejoie, politikour eus al Liger-Atlantel, 74 vloaz.
- 21 Genver : Jean-Marie Goasmat, reder war varc'h-houarn, 92 vloaz.
- 27 Genver : Johannes Rau, bet Prezidant Republik Kevreadel Alamagn (Bundespräsident) etre 1999 ha 2004, 75 vloaz.
C'hwevrer
kemmañ- 14 C'hwevrer : Darry Cowl, aktour gall, 80 vloaz.
- 17 C'hwevrer : Ray Barretto, soner jazz stadunant a orin eus Puerto Rico, 76 vloaz.
- 21 C'hwevrer : Gennadiy Aygi, skrivagner ha barzh tchouvachek eus Rusia, 71 vloaz.
- 27 C'hwevrer : Paul Nothomb, skrivagner gallek eus Belgia.
- 27 C'hwevrer : Owen Chamberlain, fizikour, bet tapet gantañ Priz Nobel ar fizik e 1959, 85 bloaz.
Meurzh
kemmañ- 7 Meurzh : Ali Farka Touré, soner eus Mali, 66 vloaz.
- 11 Meurzh : Slobodan Milošević, bet prezidant Republik kevreadel Yougoslavia, 64 bloaz.
- 12 Meurzh : Jurij Brězan, skrivagner sorabek eus Alamagn, 89 bloaz.
- 21 Meurzh : Margaret Ewing, politikourez eus Bro-Skos, 60 vloaz.
- 27 Meurzh : Stanisław Lem, skrivagner skiant-faltazi eus Polonia, 84 bloaz.
- 30 Meurzh : John McGahern, skrivagner saoznek eus Iwerzhon, 71 vloaz.
Ebrel
kemmañ- 6 Ebrel : Leslie Norris, 84 bloaz, barzh saoznek eus Kembre.
- 21 Ebrel : Yann-Bêr ar Roc'h, saver ha rener Intermarché, 77 vloaz
- 29 Ebrel : John Kenneth Galbraith, armerzhour stadunanat, 97 vloaz.
- 29 Ebrel : Pramoedya Ananta Toer, skrivagner indonezek, 81 bloaz.
Mae
kemmañ- 5 Mae : Atif Yilmaz, filmaozer eus Turkia, 80 vloaz.
- 6 Mae : Shigeru Kayano, stourmer evit gwirioù an Ainoued e Japan, 79 vloaz.
- 9 Mae : Jerzy Ficowski, skrivagner ha troour eus Polonia, 81 bloaz.
- 10 Mae : Aleksandr Zinovyev, skrivagner rusianek, 83 bloaz
- 18 Mae : Michael O'Riordan, bet e penn Strollad Komunour Iwerzhon, 88 vloaz.
- 19 Mae : Yitzhak Ben-Aharon, saver Strollad Labour Israel, 99 vloaz.
- 24 Mae : Claude Piéplu, aktour gall, 83 bloaz..
- 26 Mae : Édouard Michelin, rener Michelin, el lark da Enez Sun, 42 vloaz.
Mezheven
kemmañ- 13 Mezheven : Charles Haughey, politikour iwerzhonat, 80 vloaz.
- 24 Mezheven : Edouard Landrain, politikour breizhat, 75 vloaz.
- 29 Mezheven : Pierre-Yvon Tremel, politikour breizhat, 59 bloaz.
Gouere
kemmañ- 14 Gouere : Aleksander Wojtkiewicz, 43, mestrc’hoarier echedoù eus Polonia.
Eost
kemmañ- 5 Eost : Hugo Schiltz, 78, politikour flandrezat.
- 14 Eost : Adriaan de Groot, 91, mestrc’hoarier echedoù eus an Izelvroioù.
- 16 Eost : Alfredo Stroessner, 93 vloaz, diktatour bet e penn Paraguay,
- 29 Eost : Youenn Gwernig, barzh ha soner breizhat, 81 bloaz.
- 30 Eost : Nagib Mahfuz (Nagīb Maḥfūẓ), skrivagner eus Ejipt, tapet gantañ Priz Nobel al lennegezh e 1988, 94 vloaz.
Gwengolo
kemmañ- 1añ Gwengolo : Kyffin Williams, 88 vloaz, arzour eus Kembre.
- 11 Gwengolo : William Auld, barzh esperantek eus Bro-Skos, 82 vloaz.
- 22 Gwengolo : Joan de Cantalausa, beleg ha yezhour okitanek, 81 bloaz.
Here
kemmañ- 8 Here : Anna Politkovskaya, kazetennerez rusian bet muntret e Moskov, 48 vloaz.
- 31 Here : Pieter Willem Botha, bet prezidant Suafrika, 90 vloaz.
Du
kemmañ- 5 Du : Bülent Ecevit, bet kentañ ministr Turkia, 81 bloaz.
- 16 Du : Milton Friedman, armerzhour stadunanat, bet tapet Priz Nobel an armerzouriezh gantañ, 94 vloaz.
- 21 Du : Pierre Amin Jemayel, politikour eus Liban, 34 bloaz.
- 23 Du : Philippe Noiret, aktour gall, 76 vloaz.
Kerzu
kemmañ- 10 Kerzu : Augusto Pinochet, diktatour bet e penn Chile, 91 vloaz.
- 20 Kerzu : Jozef Abasq, skrivagner brezhonek, 83 bloaz.
- 21 Kerzu : Saparmurat Niyazov, bet prezidant « da viken » Turkmenistan, 66 vloaz.
- 30 Kerzu : Saddam Hussein, bet prezidant Irak, 69 bloaz.