Mont d’an endalc’had

Witiges

Eus Wikipedia
Brezel ar C'hoted, 535–540

Witiges a voe roue an Ostrogoted en Italia adal 536 betek e varv e 540.

Ne oa ket un den a ouenn uhel, met jeneral e oa en arme an Ostrogoted. Mougañ a reas un emsavadeg e kêr Locri. E 534 e voe dilennet da roue e-lec'h Teodato. E 535 edo Belisarius e kreisteiz Italia, o vont da aloubiñ Sikilia, gant lu Justinian, Impalaer ar Reter. Witiges a voe anvet roue an Ostrogoted.


E 536 e tegouezhas Belisarius e Roma.

Witiges a vuntras Theodahad, mab-kaer da Teodorig Veur, goude marv e vamm-gaer hag anvet e voe da roue e-kreiz ar Brezel Gotek. Savet e oa ar C'hoted a-enep Theodahad peogwir n'en doa ket kaset soudarded da zifenn Naplez diouzh arme Belisarius.

Lakaat a reas lazhañ anezhañ war an hent etre Roma ha Ravenna, kêr-benn Rouantelezh an Ostrogoted ha kemer a reas e lec'h e Ravenna.

E 536 e timezas da verc'h nemeti ar rouanez Amalasunta, anvet Matasunta, hag evel-se ce krouas ul liamm gant tiegezh ar roue kozh Teodorig Veur, un doare da greñvaat e grog war ar galloud. Ur panegirik a voe graet neuze evit o eured, gant Cassiodorus, ar prefed pretorian, ha deuet eo ar skrid betek ennomp : ur boelladenn a retorik roman a roe ton d'an Dierniezh ostrogot.


E 537 e savas Witiges un arme, hag a lakaas seziz war Roma. Lakaat a reas troc'hañ an dourbontoù a gase dour da Roma. E meurzh 538 avat e rankas dilezel ar seziz evit distreiñ da hanternoz italia abalamour ma oa ar jeneral Iohannes o tostaat ouzh Ravena, kêr-benn an Ostrogoted. E 540 e lammas Belisarius war ravena ha tapout a reas Vitiges a voe kaset da Gergustentin, a-gevret gant e wreg. Eno e varvas Witiges, ha bugel ebet n'en doa. Matasunta a gavas da addimeziñ da Germanus Justinus, niz d'an Impalaer, pa oa mab d'e c'hoar Vigilantia.

En e raok:
Theodahad
Rouaned an Ostrogoted
War e lerc'h:
Ildibad