Mont d’an endalc’had

Teatro alla Scala

Eus Wikipedia
An Teatro alla Scala e Milano.
Leurgêr ar Scala en XIXvet kantved


An Teatro alla Scala e Milano, a vez graet La Scala anezhañ peurvuiañ, a zo ur c'hoarigandi eus ar re vrudetañ er bed, ha lec'h pennañ arz ar c'han . Dont a ra e anv eus al lec'h m'emañ, al leurgêr anvet Piazza della Scala. Evit anv al leurgêr a zeu eus an iliz Chiesa di Santa Maria alla Scala, savet e 1381 hag anvet en enor da Regina della Scala, gwreg Bernabò Visconti, mestr kêr Milano en amzer-hont.


Diskaret e voe an iliz e dibenn an XVIIIvet kantved evit sevel en he lec'h an “Nuovo Regio Ducal Teatro alla Scala”, digoret en ofisiel d'an 3 a viz Eost 1778, pa voe c'hoariet L'Europa riconosciuta, savet gant Antonio Salieri.