Strakig-lann
Neuz
| |||
---|---|---|---|
Rummatadur filogenetek | |||
Riezad : | Animalia | ||
Skourrad : | Chordata | ||
Kevrennad : | Aves | ||
Urzhad : | Passeriformes | ||
Kerentiad : | Muscicapidae | ||
Genad : | Saxicola | ||
Anv skiantel | |||
Saxicola rubicola (Linnaeus, 1766) | |||
D'ar vevoniezh e tenn ar pennad-mañ. |
Ar strakig-lann (liester : strakiged-lann)[1] a zo ur spesad golvaneged, Saxicola rubicola an anv skiantel anezhañ.
Anvet e voe Motacilla torquata da gentañ-penn (e 1766) gant an naturour svedat Carl von Linné (1707-1778).
Doareoù pennañ
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Boued
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Bevañ a ra diwar amprevaned hag a bak war-nij ; kavout mat a ra an akridi, ar biskoul, ar c'hevnid hag al larvenned ivez.
Rummatadur
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Gwechall e oa ar spesad lod eus Saxicola torquatus, ar pezh a zispleg e c'hell bezañ anvet Saxicola torquatus rubicola en oberennoù skiantel 'zo. Lakaet e oa bet da spesad e-unan da-heul labourioù kaset da benn gant U. Wittmann, P. Heidrich, M. Wink & E. Gwinner hag embannet e miz Mezheven 1995[2].
Annez hag isspesadoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Ar spesad a gaver an daou isspesad anezhañ[3] :
- Saxicola rubicola hibernans[4], e Breizh-Veur, Iwerzhon, aodoù kornôg Bro-C'hall hag aodoù kornôg Ledenez iberek.
- Saxicola rubicola rubicola, o neizhañ e kornôg ha kreisteiz Europa hag Afrika an Norzh ; o c'hoañviñ er Reter-Kreiz.
Liammoù diavaez
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- ↑ Chomet eo gant an anv skiantel Saxicola torquata war dTermOfis Ofis Publik ar Brezhoneg.
- ↑ Speciation in the stonechat (Saxicola torquata) inferred from nucleotide sequences of the cytochrome-b gene, Journal of Zoological Systematics and Evolutionary Research.
- ↑ Saxicola rubicola war al lec'hienn Avibase.
- ↑ An isspesad Saxicola rubicola hibernans eo a vez kavet e Breizh.