Rubidiom
| ||||
---|---|---|---|---|
Kripton – Rubidiom – Strontiom | ||||
| ||||
Perzhioù hollek | ||||
Niver atomek | 37 | |||
Rummad kimiek | Metaloù alkaliek | |||
Strollad | 1 | |||
Trovezh | 5 | |||
bloc'h | s | |||
Tolz atomek | 85,4678 ±0.0003 | |||
Aozadur elektronek | ||||
[Kr] 5s1 Dasparzh an elektronoù : 2, 8, 18, 8, 1 | ||||
Perzhioù atomek | ||||
Niver oksidadur | + 1 Oksidenn vazennek kreñv | |||
Tredanleiegezh | 0,82 (Skeul Linus Pauling) | |||
Gremmoù ionadur | 1 : 403 kJ/mol 2 : 2632,1 kJ/mol 3 : 3859,4 kJ/mol | |||
Skin atomek | 247,5 pm | |||
Skin kenamsav | 220 ±9 pm | |||
Skin Van der Vaals | 303 pm | |||
Perzhioù fizikel | ||||
Arvez | Kaled | |||
Douester (≈20°C) | 1,532 g/cm3 | |||
Teuzverk | 39,31°C | |||
Bervverk | 688°C | |||
Neuz an elfenn | ||||
Ur glogorennad Rubidiom | ||||
Un elfenn gimiek eo ar rubidiom ; Rb eo e arouez kimiek, 37 e niver atomek ha 85,468 e dolz atomek. Ur metal alkaliek eo ar rubidiom, evel holl elfennoù ar strollad 1 war-bouez an hidrogen (a zo un nann-metal).
Ur metal blot liv an arc'hant hag a deuz pa vez tommoc'h eget 39.3 ° C eo ar rubidiom.
Puilhoc'h eget ar c'houevr pe ar plom eo ar rubidiom en douar, hogen nebeut-tre a vez kenderc'het peogwir ne vez mui implijet er greanterezh; gant ar c'heziom, e amezeg er strollad 1, eo bet erlerc'hiet[1], petra bennak ma kaver 30 gwezh muioc'h a rubidiom eget a geziom. Etre 2 ha 4 zonennad rubidiom a vez kenderc'het bep bloaz er bed a-bezh, e Kanada, Namibia ha Zambia ; ne vez mui kenderc'het e Stadoù-Unanet Amerika.[2]
Istor
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]E 1861 e voe kavet ar rubidiom gant daou Alaman, ar c'himiour Robert Bunsen hag ar fizikour Gustav Kirchhof, a-drugarez d'ar skalfadseller o devoe ijinet er bloaz kent. Peogwir e weljont linennoù ruz-flamm er skalfad bet taolet gant an elfenn nevez en o anvjont rubidiom, diwar al latin rubidus, "ruz teñval".
Perzhioù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Ur metal blot-tre eo ar rubidiom, pa deuz e 39,3 °C hepken ; orjalennus eo pa vez yenoc'h (bez' e c'haller e astenn hep na dorrfe).
Kimiek
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- Deviñ a ra ar rubidiom pa vez lakaet en aer, ha lakaat a ra an dour da darzhañ en ur entanañ an hidrogen a vez dieubet.
- Taer ivez eo e zazgwered ouzh an oksiderioù hag an halogenoù. Dre-se e vez kemeret diarbennoù strizh a-fed pakañ rubidiom evit e dreuzdougen : 100 g a rank bezañ klozet en ur voest dir siellet.[2]
- Un trelusker eo ar rubidiom.
Izotopoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Daou izotop a gaver en natur, 85Rb (72,2 %) ha 87Rb (27,8 %). Skinoberiek eo 87Rb un disterig, gant un hanter-vuhez a 48,8 a viliardoù a vloavezhioù — etre 30 ha 110 devezh zo rekis evit ma c'hallfe louc'henniñ ur blakenn-luc'hskeudenniñ.
Izotopoù eus ar rubidiom zo bet aozet gant mab-den, 24 anezho, gant un hanter-vuhez a zo berroc'h eget 3 miz ; didalvez eo an darn vrasañ eus izotopoù danzeek ar rubidiom, abalamour ma 'z int re skinoberiek.
Arver
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Ken heñvel eo ar rubidiom ouzh ar c'heziom ma vezont arveret kevret pe an eil e-lec'h egile. Kesiom zo aesoc'h da dapout, met lod kefridioù ne c'hallont bezañ sevenet nemet gant rubidiom, evel gwer arbennik (neudennoù luc'hek ha binvioù da welet en deñvalijenn).[2]
- Peogwir ez eo ar rubidiom gouest da ezteuler gouloù e vez implijet evit fardañ kelligoù luc'hdredanel, en ardivinkoù da zinoiñ ar skinoù.
- Meur a zoare zo da arverañ ar rubidiom er vezegiezh :
- • luc'hskeudenniñ dre skinoù ;
- • disrannañ ar viruzoù diouzh an TDN hag an TRN
- • termeniñ red ar gwad en ur c'horf
- • fardañ louzoù sioulaus ha louzoù kouskus.
Notennoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- ↑ United States Geological Survey (en) Liamm oberiant 14 HER 12
- ↑ 2,0 2,1 ha2,2 BUTTERMAN W. C. & Reese R. G. Jr, Mineral Commodity Profiles — Rubidium, United States Geological Survey (en) Liamm oberiant 14 HER 12
Daveennoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- American Chemical Society (en) Liamm oberiant 25 DU 12
- AN NOALLEG Yann-Baol, Geriadur ar Gimiezh, Preder, Plomelin, 2008 ISBN 978-2-901383-69-7 Preder
- AN NOALLEG Yann-Baol, Geriadur ar Fizik, Preder, Plomelin, 2006 ISBN 978-2-901383-64-2
- Annales de chimie et de physique, Gallica / Bibliothèque nationale de France (fr) Liamm oberiant 26 HER 12
- Atomic weights of the elements 2007 (IUPAC Technical Report) Pure an Applied Chemistry (en) Liamm oberiant 26 HER 12
- Atomic Weights and Isotopic Compositions for All Elements National Institute of Standards and Technology (en) Liamm oberiant 18 HER 12
- Bureau de Recherche Géologique et Minière (BRGM) (fr) Liamm oberiant 26 HER 12
- CONSIDINE Glenn D., Van Nostrand's Encyclopedia of Chemistry, Wiley-Interscience, 2005 ISBN 978-0-471-61525-5 (en)
- DEPOVERE Paul, La classification périodique des éléments — La merveille fondamentale de l'Univers, De Boeck, Brussels, Belgia, 2002 ISBN 978-2-8041-4107-3 (fr)
- EMSLEY John, Nature's Building Blocks — An A-Z Guide to the Elements, Oxford University Press, 2001 ISBN 978-0-19-850341-5 (en)
- Geriadur brezhoneg An Here, Plougastell-Daoulaz, 2001 ISBN 978-2-86843-236-0
- ÉTIENNE Guy, Geriadur ar Stlenneg, Preder, 1996 ISBN 978-2-901383-14-7
- HOLDEN Norman, History of the Origin of the Chemical elements and Their Discoverers, New York, 2001 Brookhaven National Laboratory (en) Liamm oberiant 26 HER 12
- International Union of Pure and Applied Chemistry (IUPAC) (en) Liamm oberiant 26 HER 12
- Joint Institute for Nuclear Research (ОИЯИ e Dubna) (en) Liamm oberiant 25 DU 2012
- LIDE David R., CRC Handbook of Chemistry and Physics - 88th Edition, CRC Press,2007 ISBN 978-0-8493-0488-0 (en)
- National Nuclear Data Center (en) Liamm oberiant 09 KZU 12
- Royal Society of Chemistry (en) Liamm oberiant 03 KZU 2012
- STWERTKA Albert, A Guide to the Elements, Oxford University Press, 1996 ISBN 978-0-19-508083-4 (en)
- Webelements (en) Liamm oberiant 26 HER 2012
Kimiezh | Elfennoù kimiek |
---|
Rolloù hervez an arouez ~ hervez an anv •
Taolenn beriodek |