Mont d’an endalc’had

Korinthos

Eus Wikipedia
Kibelldi roman e Korinthos
Azeuldi gresian e keoded Korinthos

Korinthos (e henc'hresianeg ; Κόρινθος, Kórinthos e gresianeg a vremañ) a oa unan eus ar c'heodedoù pouezusañ en Henc'hres. Hiziv an deiz c'hoazh ez eo ur gêr vras e Gres a vremañ, enni 30 176 annezad (2011) ha kêr-benn nomos Korinthos.
Meneget eo en Ilias, ma vez graet Efir anezhi ivez. Savet en ul lec'h strategek er strizh-douar en em astenn eus Gres an Hanternoz betek ar Peloponnesos. Dispartiañ a ra daou vor a-bouez, Mor Ionia hag ar Mor Enezek. Tonket e oa dezhi bezañ ur geoded c'halloudus war ar morioù.

Hervez ar mojennoù kozh e oa stag anv Korinthos ouzh hini Sisyphos hag e ziskennidi. Eno e teuas Medea ha Iason da glask repu goude drouklazh Pelias.

Gouez d'ar barzh Pindaros eo e Korinthos e oa bet ijinet an arzoù da zoñvaat ar c'hezeg, da sevel-tiez, ha da sevel meulganoù.

Aloubet e vo Korinthos gant an Dorianed war-dro 700 kent J.K. hervez an hengoun. Renet e voe ar geoded adalek -747 da -657 gant oligarkiezh dorian ar Bakiaded. D'ar c'houlz-se e voe savet trevadennoù Korfou ha Sirakuza (-733).

Kevredet e voe Korinthos gant keodedoù Aten ha Sparta a-enep ar Bresed e-pad an eil brezel medek (480).

Kevredet e voe da c'houde gant Sparta a-enep Aten e-pad brezel ar Peloponnesos (431-404 kent JK) ha kemer a reas perzh e trec'h ar gevredidi en emgann Sirakuza.

E marevezh klasek an Henc'hres e oa Korinthos an eil geoded evit ar galloud war vor, a-dreñv Aten, alese un enebiezh dalc'hus etre an div geoded.

Pennadoù kar

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]