Mont d’an endalc’had

Konosuba

Eus Wikipedia

Konosuba a zo un anime gant daou goulzad. Krouet e oa bet e 2012 gant Natsume Akatsuki. Un anime fentus eo. Istor ur paotr marv eo a ya en ur bed faltazius. E-barzh ar bed-se e vez krouet ur skipailh kantread-gant : un doueez ; ur strobinellerez ; ur c'hroazour. Pal ar skipailh zo lazhañ ar rouez-aerouant.

E penn-kentañ, Konosuba a oa ul light novel gant Natsume Akatsuki. Kroget e oa evel ur web series. Embannet e voe gant an ti-embann : Shosetsuka ni-naro. Ar web series a grogas e miz Du 2012. Al light novel a oa treset gant Kurone Mishima. Al light novel a grogas e miz Here 2013. Un azasadur anime a zo bet kendalc'het gant ar studio Deen etre miz Genver ha miz Meurzh 2016 hag e 2017 evit ar c'houlzad 2.

Al ligth novels Konosuba a zo brudet a-walc'h. E Meurzh 2016, produet en deus 11 levrenn ha moullet en deus 1,5 milion a skouerennoù ; pep hini eus al levrioù en deus graet a zo bet prenet 136 000 skouerenn anezhañ. E C'hwevrer 2017, al light novel zo bet moullet 3 milion a skouerennoù anezhañ. Evel light novels, degemeret mat e oa bet an anime evit e fent, al luadenn eus doare "enket e barzh ur bed fanteziel" a zo un aozadur feal eus al light novel.

Evit klozañ, gallout a reer lavarout eo Konosuba un anime mat evit al luadenn-se ha fentus tre.