Mont d’an endalc’had

Kitesurf

Eus Wikipedia

Savet eo ar pennad-mañ diwar labour bet graet gant skolidi. Sikourit da wellaat an danvez, mar plij ganeoc'h.

Penaos bezañ ar primañ

Ar c'hitesurf, anvet kiteboard pe flysurf ivez hervez ar broioù, zo ur sport mor ma riskler war ur plankenn surf a vent vihan pe ur plankenn twintip (heñvel eo a-raok hag a-dreñv) sachet gant ur sarpant-nij (kite e saozneg) anvet askell.

Sturiañ a reer, war-bouez ur varrenn, un askell sachañ zo ugent pe tregont metr diouzh ar plankenn. stag eo an askell ouzh ar varrenn diwar-bouez div pe pemp linenn. Peurliesañ e vez c'hwezus an eskell hag o deus peder linenn. Un nebeud eskell o deus bremañ ur pempvet linenn evit kaout muioc'h a surentez hag a aezamant.

Krouet e oa ar c'hiteurf e 1960 met n'eo nemet e 1984 ez eus bet diskleriet ur breved evit un askell c'hwezus (evit ma n'afe ket d'ar strad pa gouezh en dour) gant Dominique ha Buno Legegainoux. Bez ez eus muioc'h-mui a blankennoù a zo graet gant kompozit : solutoc'h ha neuze gwelloc'h ar plankenn. Ar c'hitesurf a zeu da vezañ brudetoc'h-brudetañ abaoe dizoloadur ar snowkite.

Un askell blaen

Ar rekordoù

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

An 18 a viz gwengolo 2008, e-pad an "Luderitz Seed Challenge "e Namibia e teuas ar c'hitesurf da vezañ ar benveg dre lien ar primañ war an dour. Ar "World Sailing Speed Record Council" a voe a-du da desteniañ rekord an amerikan Robert Douglas gant un tizh a 48,84 skoulm (92,30 Km/e). Un nebeud devezhioù goude, d'an 3 a viz here 2008, e oa graet gwelloc'h c'hoazh gant ur Gall anvet Sebatien Cattelan an hini kentañ a dremenas dreist da 50 skoulm (93.08 Km/e). An deiz war lerc'h ar Gall Alex Caizergues a yae dreist d'ar rekord-mañ gant 50.57 skoulm (93.66 Km/h), d'ar 4 a viz here 2008.

Askell kitesurf c'hwezet gant aer.

An askell a zo sturiet gant ur varenn a zo staget d'ar c'hitesurfer. Darn vrasañ an askellioù a vez outi 4 linenn 24 m pep hini hag a zo liammet d'ar varenn.

A drugarez d'an askell e kav ar gitesurferien o zu d'ober lammoù 20 metrad a-us live an dour. Brasder an askell a zo normalamant etre 5m2 hag 20m2 memes ma'z eus bet savet un askell 50m2.

Bez ez eus div rummad a askellioù : an askellioù donvor hag ar re graet kentoc'h evit chom war vord an aod.

An askellioù donvor

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

An implij a zo simpl, n'ez eus nemet c'hwezañ an askell gant an avel. Hiziv a deiz bez ez eus tri seurt bras :

  • Ar re e stumm ur C (C-shape) o deus 5 linenn (skouer : North Vegas, Slingshot Fuel) ar re voutinañ e vezont.
  • An askellioù plaen anvet mod-se rak ur stumm plaen o deus. Graet int bet evit kaout ur surentez vras peogwir e vez tu digreskiñ kalz o nerzh. N'eus nemet boutañ war ar varenn d'ober evit en digreskiñ (skouer : Best Waroo, Genetrix Hydra, Cabrinha Crossbow).
  • An askellioù hiron a zo etre an div askell all. Ur stumm normal o deus met tu zo da zigreskiñ kalz o nerzh.

Ar varenn eo al lodenn a stur an askell. Staget 'vez outi 2 pe 4 linenn evit merañ nerzh an askell. Gant an askellioù nevez e vez implijet 5 linnen evit ur surentez brasoc'h.

Plankenn kitesurf.

Gant e stumm e c'hell ar plankenn-mañ mont deus an daou du. Heñvel eo a-raok hag a-dreñv. Re all a zo graet evit mont d'un tu hepken, diaesoc'h eo ober ganto neuze.

Er penn kentañ, an dudi-mañ a veze sevenet gant tud a oa bet graet windsurf gante a-raok. Plankennoù windsurf a veze implijet er penn kentañ met buan-tre eo bet berraet o hirder betek 1,40 metrad. O stumm a zo deuet goude da vezañ tost-tre da stumm ur wakeboard.

Treid ar c'hitsurfour a zo staget d'ar plankenn gant ar pezh a vez anvet foot-strapphag a-us ur gwiskat mous anvet pad.

Evit ober kitesurf e ranker kaout lec'hiou ispisial. Lec'hiou e lec'h ma vez tu d'an dud dibunañ o c'herdin hep ma vije danjerus evito nag evit ar re all.

Bez ez eus bet kalz a wallzarvoudoù ha re varvus a-wechoù. Bez ez eus bet kement a gudennoù kenvevañ gant ar plankennoù dre lien m'eo bet difennet ar c'hitesurf e lec'hioù 'zo. Gwellaet eo bet an traoù abaoe gant an askellioù plaen.

Ouzhpenn ar 4 linenn all e vez ur 5vet hini a zo staget da bord hargat an askel. Servijout a ra d'ar c'hitsurfer pa vez merzet gantañ ez eus re a nerzh. Leuskel tout en deus d'ober hag e vo neuze nebeutoc'h a nerzh gant an askell. Diskenn a raio neuze ar c'hitsurfer.

An doareoù da implij ar c'hitesurf

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Ar freeride a zo an doare ar muiañ implijet evit ober kitesurf. An doare d'ober-se a vez tu d'e genveriañ gant an doare ma vez graet ski war ur bistenn gant an dud.

War un hed hir

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Pa vez graet kitesurf war un hed hir e vez anvet an dra-se ur regat. Graet 'vez-se e-barzh un tric'horn olympek.