Mont d’an endalc’had

Kastell Champtoceaux

Eus Wikipedia
MONUMANT Monumant istorel ISTOREL
Kastell Champtoceaux

Kastell Champtoceaux, anvet Châteauceaux gwechall, a oa unan eus ar c’hestell-kreñv a oa war harzoù Breizh ha Bro-C’hall er Grennamzer. Savet e voe war ur roz, war ribl su al Liger, 9 km diouzh Ankiniz ha 25 km diouzh Naoned.

Abalamour d’al lec’h ma oa, war lez al Liger ha war an harzoù etre Breizh hag Anjev, e voe pouezus ar c’hastell-se e-pad pell. Hervez ar mareoù e voe etre daouarn dugelezh Breizh, kontelezh Anjev ha rouantelezh Bro-C’hall. E 1420 e voe roet urzh gant an dug Yann V, hag a oa bet bac’het ennañ, d’e gas d'an traoñ.

E 942 e voe aloubet korn-bro Champtoceaux gant Alan Varvek, dug Breizh. Goude marv hennezh e addimezas e intañvez Roscille Bleaz da Foulk II, kont Anjev hag helebini a voe diwar neuze etre pennoù Breizh ha re Anjev da c’houzout gant piv ez afe Champtoceaux. E-pad pell e voe e marzioù dispartiañ Breizh hag Anjev. En eskopti Naoned edo ar barrez avat.

E 988 e voe savet ar c’hastell, gant Foulk Nerra, kont Anjev. En tu all d’ar stêr, en Oudon, e oa ur c’hastell all, bet savet en 846 gant Nevenoe, roue ar Vretoned. E Champtoceaux e oa neuze ur gêr difennet gant mogerioù-kreñv hag ur c’hastell war an uhel, gant ur pont-gwint, daou dour-meur, ur chapel... Ar c’hastell a voe lakaet seziz warnañ meur a wech a-hed ar c’hantvedoù :

Yann III, dug Breizh, a voe ganet e kastell Champtoceaux d'an 8 a viz Meurzh 1286.

Hiziv ne chom nemet rivinoù eus kastell kozh Champtoceaux.

Levrlennadur

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
  • Les origines féodales de Châteauceaux gant an tad Bourdeault, Bulletin de la Société Archéologique de Nantes et de la Loire-Inférieure, 1913.
  • Champtoceaux, un bourg castral de frontière, Philippe Boeckler, mestroniezh, Skol-veur Pariz 1, 2007.

Commons
Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons.