Ilin
E korf ar primated, hag en hini an den ivez neuze, ez eo an ilin ar c'henvell etre an askorn hir anvet paler a zo er vrec'h hag eskern an arvrec'h, an helmo hag ar werzhid.
Labour pennañ ilin an den eo lakaat an dorn el lec'h ma rank bout en egor, dre hiraat pe verraat an ezel krec'h, da lavaret eo reiñ an tu d'an dorn da dostaat d'ar vrec'h pe da bellaat diouti diouzh ezhomm.
Dav eo diforc'hañ etre an ilin, a zo ur c'henvell, hag ar gern ilin, an askorn kalet-kenañ a zo er penn anezhañ.
War-dro an ilin emañ ivez arskodenn gostezel ar paler, a valir a-us ar gern ilin, hag ar gavenn rak-helmo, a zo ur gleuzenn a weler a-dal d'ar gern ilin, e tu diabarzh an ezel, pa vez ur c'horn skouer etre ar vrec'h hag an arvrec'h.
Korfadurezh en den
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Kenvell
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Tri c'henvell a ya da ober an ilin e gwirionez.
- Ar c'henvell etre ar paler hag an helmo, a zo ur c'houbl a ro tu da blegañ hag astenn an arvrec'h.
- Ar c'henvell etre ar paler hag ar werzhid, evit ma c'hellfe ar werzhid heuliañ ar fiñvadenn hep treiñ.
- Ar c'henvell etre an helmo hag ar werzhid, a ro an tu d'ar werzhid da dreiñ en ur gas an dorn ganti, ha pa vije pleget pe astennet an arvrec'h.
Pa vez distegnet an ilin, ahel hir ar paler en em gav eil dre hini an helmo, e tro an daou askorn betek ur c'hogn 45° e-keñver an ahelioù, ha kigennoù an arvrec'h en em zastum war ar c'hostez evit lezel frankiz d'ar fiñvadenn. Kement-se holl a ro tu d'an ilin da zigeriñ betek ur c'hogn a zo tost da 180° evit ma vije hogos eeun al linenn etre ar skoaz hag an dorn.
Pourc'had
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
|
Endalc'het en ur pourc'had gwiennek eo an ilin. Kreñvaet eo kostez ar pourc'had gant stagelloù, pa chom gwanik e dal hag e gil. Gwiennoù a-hed pergen a ya da ober tu diaraok ar pourc'had, met a-veskell eo lod anezho evit e devaat hag e greñvaat. Moan eo eo tu diadreñv ar pourc'had, a zo graet diwar gwiennoù diadreuz. Lod anezho en em astenn a-dreuz kavenn ar gen iliz hep bout staget dezhi. |
Stagelloù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]A bep tu d'an ilin ez eus stagelloù tric'hornek en em vesk gant pourc'had ar c'henvell. Dre ma vezont atav a-dreuz ahel ar c'henvell e vezont bepred stegnet, ar pezh a vir ouzh an ilin a blegañ, astenn pe dreiñ betek re.
Lienenn irus
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Ec'hon-kenañ eo lienenn irus an ilin.
War ar paler en em astenn eus bevennoù ar c'henvell betek ar gavenn gurunek e traoñ ar paler, betek ar gavenn a-werzhid war tu diaraok a werzhid, ha betek kavenn ar gern ilin. Pa vez astennet an ilin e tizh al lienenn irus betek pelloc'h eget penn ar werzhid.
Meur a bleg irus zo e kognioù-tro an ilin ; aspadennoù int eus diorreadur ar rizhell. Alies e kaver ur pleg stummet evel ur greskenn-loar etre penn ar werzhid ha hini ar paler.
Kigennoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Plegadur
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Teir c'higenn bennañ a ra war-dro legadur an ilin :
- kigenn ar vrec'h, na ra nemet plegañ an ilin ; unan eus an nebeud kigennoù unsoaz e korf an den eo ;
- kigenn ar vrec'h hag ar werzhid, a bleg an ilin ivez, a laka palv an dorn da dreiñ eus an diabarzh war-du an diavaez (palvsaviñ) pa vez troet betek re war-du an diabarzh, hag a ra kontrol (palvstouiñ) pa vez troet an dorn betek re war-du an diavaez ;
- ar gigenn daoubennek, a zo dreist ar c'higennoù all evit a sell ouzh plegañ an ilin ; kefridioù all a vez sevenet ganti : stabilaat ar skoaz ha palvsaviñ.
Kigenn ar vrec'h eo a labour pa vez pleget an ilin goustadik. Pa vez ret fiñval buan ha gant nerzh e labour an teir c'higenn, gant skoazell re an arvrec'h hec'h-unan.
Ne c'heller ket plegañ an ilin muioc'h eget 145°, abalamour d'ar c'henstok etre kigennoù diaraok ar vrec'h ha re an arvrec'h pa vezont strizhet.
Astennadur
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Adkas an arvrec'h d'e lec'h naturel eo astennadur an ilin. Gant kigennoù teirfennek ar vrec'h e vez graet, pa vezont distrizhet.
Harzet eo an astennadur pa 'z erru ar gern ilin e kavenn ar gern, pa vez stegnet ar stagell ziaraok hag en abeg da harz ar c'higennoù pleger. Pa glasker astenn an ilin betek re e torr unan eus an harzoù-se : ar gern ilin, ar pourc'had, ur stagell bennak ; dizroug e chom ar c'higennoù peurliesañ, met talmerenn ar vrec'h a c'hall bout gloazet.
Gwazhiadurezh ha nervennoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Daou skourr eus talmerenn ar vrec'h (troc'hadoù krec'h hag izel an dalmerenn a-helmo) ha daou skourr eus talmerenn don ar vrec'h a ziskenn betek kengejañ en-dro war pourc'had an ilin ; eno e kejont ivez ouzh talmerennoù kilreder ar vrec'h, talmerenn gilreder ar werzhid hag an dalmerenn etreeskernel gilreder.
Dre wazhienn ar werzhid, gwazhienn an helmo ha gwazhienn ar vrec'h e tistro ar gwad d'ar galon.
Daou glom limfel zo en ilin, a-us arskodenn gostezel ar paler : klomoù gorreel ha don an helmo.
Dre skourroù eus an nervenn gahergroc'henel, an nervenn greiz hag an nervenn a-werzhid e teu urzhioù an empenn betek tu diaraok an ilin, dre an nervenn a-helmo hag ur skourr eus an nervenn a-werzhid ez erruont d'an tu diadreñv.
Divneuziegezh revel
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Korn-dougen
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Pa vez astennet ar vrec'h en ur lakaat palv an dorn war-raok pe war-du al laez e vez disteudet eskern ar vrec'h hag an arvrec'h. Ur c'horn anvet korn-dougen zo neuze war-du ar biz-meud — sellit ouzh hanterenn dehou ar skeudenn. Pal ar c'horn-se eo mirout ouzh ar vrec'h a stekiñ ouzh al lez pa vez brañsellet.
Peurliesañ e vez strishoc'h divskoaz ar merc'hed eget re ar baotred tra ma vez ledanoc'h o divlez, neuze e vez serroc'h o c'horn-dougen. Liesdoare avat eo digor ar c'horn-dougen a zen da zen, ha n'eur ket asur e vije un divneuziegezh revel wirion hervez an dezverk-se rak re nebeut a dud zo bet studiet. Un dezverk a-eilrenk e c'hallfe bout koulskoude, hervez studioù a zo war ober.
Brasoc'h e vez ar c'horn-dougen en ezel rener (ar vrec'h kleiz pa vezer kleizat), koulz er merc'hed hag er baotred.