Hell Let Loose
Titl | Hell Let Loose |
---|---|
Tachenn | first-person shooter, c'hoari video oberiant, c'hoari video strategiezh |
Ti-embann | Team17 |
Bro orin | Aostralia |
Deiziad embann | 6 Mez 2019, 27 Gou 2021 |
Dasparzher | Steam, Microsoft Store |
Notenn ar varnouriezh | 76/100, 56% |
Diorroer | Black Matter |
Savenn | Microsoft Windows, Xbox Series X and Series S, PlayStation 5 |
Lusker grafik | Unreal Engine 4 |
Doare c'hoari | c'hoari video liesc'hoarier |
Diaz embann | embannadur niverel |
Renkadur ESRB | Mature 17+ |
Lec'hienn ofisiel | https://www.hellletloose.com/ |
Doare arc'hantaouiñ | crowdfunding |
Patrom aferioù | early access |
Hell Let Loose zo ur c'hoari video doare FPS liesc'hoarier sevenet gant ar studio aostralian Black Matter Studio hag embannet gant Team17 war ar savenn Microsoft Windows. Aergelc'h ar c'hoari a zo an Eil brezel-bed. Evit dont a-benn da seveniñ ar c'hoari e voe savet ur rastellañ arc'hant war internet dre al lec'hienn Kickstarter e miz Here 2017. US$220 000 a oa bet rastellet en holl. Ar c'hoari a zo bet embannet er stumm alpha e miz Meurzh 2018 hag e stumm early access d'ar 6 a viz Even 2019. Implijet ez eo bet al lusker video Unreal Engine 4 a-benn sevel ar c'hoari.
Genver 2022, Black Matter en doa gwerzhet ar c'hoari d'an embanner Team17, hag an embregerezh a oa bet o arc'hantaouiñ 6 studio evit kenderc'hel gant diorroadur ar c'hoari abaoe 2023.
Doare c'hoari
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Ar c'hrogadoù a zo stourmadennoù 50 a-enep 50 gant armoù ha karbedoù istorle lies etre div skipailh pe alamanted, stadunaniz, soviediz, saozon. Ouzhpennet ez eus bet an Afrika Korps alaman hag an 8vet arme saoz.