HK G36
Heckler & Koch HK G36 | |
---|---|
Ur fuzuilh-arsailh Heckler & Koch HK G36 | |
Kinnig | |
Bro | Alamagn |
Doare | Fuzuilh-arsailh aotomatek / damaotomatek |
Mont en-dro | Tenneta dre amprest-gazoù, dre biston |
Munisionoù | 5,56 × 45 mm NATO |
Produer | Heckler & Koch |
Mare produiñ | Abaoe 1990 |
Mare implij | Abaoe 1995 |
Pouez ha muzulioù | |
Mas (hep kartouchenn) | 3,63 kg |
Hirder | 999 mm (lamm dibleget) 758 mm (lamm pleget) |
Hirder ar c'hanol | 480 mm |
Perzhioù all | |
Hed-tenn pleustrek | 600 m |
Lusk-tennañ | 750 tenn/mn |
Tizh mont e-maez ar boledoù | 920 m/s |
Endalc'h | Karger-fiñv eeun 30 kartouchenn Karger-fiñv ront 100 kartouchenn |
Lezenn | |
Rummad e Bro-C'hall | A |
An HK G36 (G evit Gewehr, fuzuilh) zo ur fuzuilh-arsailh ijinet e deroù ar bloavezhioù 1990 gant an embregerezh alaman Heckler & Koch, evit ezhommoù ar Bundeswehr.
Deskrivadur
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Ganet e voe ar G36 goude ma vije nullet raktresoù G11 ha G41 Heckler & Koch. E deroù ar bloavezhioù 1990 e chome neuze ar Bundeswehr gant fuzuilhoù-arsailh G3 savet 30 vloaz a-raok.
Kambret eo ar G36 evit kartouchennoù 5,56 × 45 mm NATO. Savet eo tro-dro d'ur sistem kulasenn-dro dre amprest-gazoù, ha n'eo ket dre an distro-gazoù daleet gant rollerioù boaz e ti Heckler & Koch. He lunedenn Hensold, dezhi ur c'hreskadur 1,5 ×, hag he buker poent ruz, zo enbarzhet en he dornell, a-us d'ar c'hanol[1]. Treuzwelus eo he c'harger 30 kartouchenn.
Ur vannerez-greunadennoù HK AG36 40 mm a c'hell bezañ montet dindan he c'hanol. Ur vaionetez doare AK-47 a c'helle bezañ savet warni ivez. Graet e oa bet ar choaz-mañ abalamour da implijout stokoù dreist arme an RDA a chome goude 1990. Ur stumm berroc'h anvet G36 K (evit Karabiner, karabinenn) a zo bet anezhañ evit an Nerzhioù i-ispisial dreist-holl.
Implij
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Implijet eo bet evel arm standart gant ar Bundeswehr adalek 1995, ha war-dro 167.000 skouerenn eus ar G36 a voe produet eviti en holl. Da vare ar brezel en Afghanistan e voe kavet e oa kudennoù dreisttommañ gant an G36 pa veze tennet a-dennadegoù hir ganti[2]. Dre-se e veze kollet reoliñ al lunedenn alies ivez. Choazet e voe an Haenel MK 556 evit kemer he flas er Bundeswehr e 2020 da gentañ[2], met abalamour da gudennoù brevedoù ha lezenn e voe dibabet an HK 416A8 e 2022. Hep ar c'hudennoù-mañ e chom ar G36 un arm resis, fiziapl ha simpl da gempenn.
Arme Spagn a voe pourveziet gant ar G36E adalek 1999 ivez. Implijet e voe an arm gant servijoù polisoù a bep seurt, evel er Rouantelezh-Unanet pe er Stadoù-Unanet.