Dilec'hiadur ar c'hevandiroù
Neuz
Teorienn skiantel bet brudet gant ar skiantour alaman Alfred Wegener a zisklêr ez eus bet fiñverezh gant ar c'hevandiroù a-hed an amzerioù geologel hag ez eus c'hoazh anezhe. Gallout a reer lavarout emañ an deorienn-mañ o tont da vezañ lakaet da wirionez skiantel gant an niverus ez eo ar prouennoù hag an displegadurioù a zeu d'he gwiriekaat. Pe e vefe dre ar geofizik, dre ar baleontologiezh pe c'hoazh dre studi strad ar morioù dre ar bed ez a an holl fedoù harp ouzh an deorienn-mañ. Abaoe kreiz ar bloavezhioù 1960 eo e krogas ar skiantourien holl d'he degemer evel gwirionez skiantel. Bremañ e vez kelennet er skolioù ha skolajoù ar bed a-bezh. Un hanter-kant vloaz bennak e vezer bet o klask prouennoù evelkent.