Cynan ab Owain Gwynedd
Neuz
Cynan ab Owain Gwynedd (marvet e 1174) a oa ur mab bastard da Owain Gwynedd, ur priñs eus rouantelezh kozh Gwynedd, e Kembre. Dougen a rae an titl a "Aotrou Meirionnydd".
A-raok marv e dad e 1169 en doa kemeret perzh e muntr ur priñs eus Deheubarth ha tennet e voe e zouaroù digantañ gant e vreur henañ Hywel.
Skoazell a roas d'e vibien Gruffudd ha Maredudd pa glaskjont ober un taol-diskar a-enep d'e vreur Hywel, e 1170 dre ma oa bet lakaet da ren goude marv o zad. En em dennañ a reas Hywel eus ar gwallbleg-se ha kaset e voe Kynan d'an harlu e 1173 gant an daou genbriñs da neuze, Dafydd ha Rhodri. Pa varvas Cynan e 1174 ez eas e vibien da skoazellañ e niz Llywelyn ab Iorwerth da vout priñs e 1195.
Liammoù diavaez
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]