Cornelis van Haarlem
Cornelis Corneliszoon van Haarlem (1562 e Haarlem -11 a viz Du 1638 e Haarlem) a oa ul livour hag un tresour eus luskad an orbidouriezh a orin izelvroat.
E vuhez
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Ganet e voe e 1562 en ur familh pinvidik a Haarlem. Rankout a reas e dud tec'hout kuit pa voe taget kêr gant ar Spagnoled (miz Kerzu 1572 – miz Gouere 1573), ha fiziet e voe o mab el livour Pieter Pietersz (e-tro 1540-1603), gantañ e voe desavet ha gantañ ivez e teskas livañ.
Ur veaj da Vro-C'hall a reas e 1579, met e Rouen e chomas a-sav abalamour d'ar vosenn. Goude-se e voe o chom en Antwerpen e-pad bloaz, da beurzeskiñ ar vicher gant Gillis Congnet (1538-1599). Da Haarlem e tistroas goude-se, hag eno en em stalias da vat e-tro 1580-81. E 1583 e voe urzhiet un daolenn vras digantañ : ur poltred eus izili ar gward bourc'hizien anvet Banvez gward keodedourien Haarlem. Er memes bloavezh e kejas gant Hendrik Goltzius ha Carel van Mander, hag asambles e savjont Akademiezh Haarlem. E 1588 e voe skignet 5 eus e oberennoù dre ma voent engravet gant Goltzius, ha diwar se e kreskas brud Cornelis. Cornelis a voe anvet da livour kêr Haarlem goude-se hag e 1630 e kemeras perzh en adaozañ kouch al livourien : kemmet e voe ar statudoù hag a oa bet savet da vare ar Grennamzer. Merour ospital ar re gozh en Haarlem voe etre 1613 ha 1619. Ouzhpenn livañ taolennoù a denne d'a mojennerezh ha d'ar Bibl e livas ivez taolennoù divuhez. Al lod brasañ eus e oberennoù a sinas CH, hag arouezius int eus luskad Akademiezh Haarlem.
Oberennoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- Poltred Dirck Volkertsz. Coornhert (e-tro 1580-1600) - Amsterdam, Rijksmuseum
- Ar Familh kentañ (Noe hag e familh) (v.1582-1592) - Kemper, Mirdi an arzoù-kaer
- An Drugarez (e-tro 1583) - Valenciennes, Mirdi an arzoù-kaer
- Diskar ar ramzed (1588) - Kopenhagen, Statens Museum for Kunst
- Daou vignon da Gadmus debret gant un aerouant (1588) - Londrez, National Gallery
- Badeziant ar C'hrist (v.1588) - Pariz, mirdi al Louvre
- Lazhadeg ar Re zidamall (1590) - Amsterdam, Rijksmuseum
- Lazhadeg ar Re zidamall (1591) - Haarlem, Mirdi Frans Hals
- Ar manac'h hag al leanez (1591) - Haarlem, Frans Hals Museum
- Diskar Mab-den (1592) - Amsterdam, Rijksmuseum
- An Dour-beuz (1592) - Brunswick
- Eured Thetis ha Peleüs (1593) - Haarlem, Frans Hals Museum
- Betsabe o kouronkañ (1594) - Amsterdam, Rijksmuseum
- Adam hag Eva (1597) - Darmstadt
- Banvez ofiserien bagad Sant-Jord (1599) - Haarlem, Frans Hals Museum
- Gwener hag Adonis (1614) - Caen, Mirdi an arzoù-kaer
- An Denelezh a-raok an Dour-beuz (e-tro 1615) - Tolosa, Musée des Augustins
- Ar Samaritan madelezhus (1627) – dastumad prevez.
- Barnedigezh Paris (1628) - Budapest, Mirdi an arzoù-kaer
Mirdi
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]-
Poltred Dirck Volkertsz. Coornhert (e-tro 1580-1600)
-
Ar Familh kentañ (Noe hag e familh) (e-tro 1582-1592)
-
Lazhadeg ar Re zidamall (1590)
-
Betsabe o kouronkañ (1594)
Levrlennadur
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- Carel van Mander, Le livre de peinture, kinniget ha notennet gant Robert Genaille, Hermann, Pariz, 1965, p. 196-200.