Mont d’an endalc’had

Ceri

Eus Wikipedia
Tiez Ceri.

Ceri (skrivet Kerry e saozneg) zo ur gêriadenn hag ur gumuniezh eus Kembre, e kornôg kontelezh Powys. Llanfihangel yng Ngheri e oa anv kozh ar gêriadenn. Emañ er gevred da Y Drenewydd, e-kichen ar stêr Miwl.

E-kichen ar gêriadenn e kaver dismantroù ur voudenn-gastell, savet war-dro 1130, hag a oa pennlec'h kombod Ceri. Damheñvel e oa harzoù ar c'hombod kozh-se ouzh harzoù ar gumuniezh bremañ. Da sant Mihangel eo gouestlet an iliz, adsavet e 1179.

Ur ouenn deñved anavezet e Kembre, "deñved Bryniau Ceri" (Kerry Hill), zo o tont eus ar c'horn-bro-se.

E 2011 e oa 2 057 a dud o chom e kumuniezh Ceri ha 259 a oa kembraegerien (12,9%)[1].

  1. Ystadegau Allweddol ar gyfer Cymru. Swyddfa Ystadegau Gwladol. Kavet : 2012-12-12..