Mont d’an endalc’had

Lazhadeg an Templo Mayor : diforc'h etre ar stummoù

Eus Wikipedia
Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Llydawr (kaozeal | degasadennoù)
rummadoù ledanoc'h
Llydawr (kaozeal | degasadennoù)
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
Linenn 1: Linenn 1:
''' Lazhadeg an Templo Mayor''', anvet ivez '''Lazhadeg Alvarado''', a c'hoarvezas d'an 22 a viz Mae [[1520]], e kêr-benn an [[Azteked]], [[Tenochtitlan]] da vare [[Aloubadeg Mec'hiko gant ar Spagnoled]], e-pad lidoù gouel Toxcatl. Diouennet e oa noblañs an Azteked e-doug an darvoud-se<ref name="Tena 2008">Rafael Tena, ''El Calendario Mexica y la Cronografía'', Instituto Nacional de Antropología e Historia, México, 2008, pp. 48, 108, ISBN:9789680302932</ref><ref name="Martinez 1994">Rodrigo Martínez, [http://www.revistadelauniversidad.unam.mx/ojs_rum/files/journals/1/articles/14010/public/14010-19408-1-PB.pdf "Doña Isabel Moctezuma, Tecuichpotzin (1509- 1551)"], ''Revista de la Universidad de México'', México, miz Gouere 1994, Levrenn 49, Nnn 522, pp. 40–43</ref>.
''' Lazhadeg an Templo Mayor''', anvet ivez '''Lazhadeg Alvarado''', a c'hoarvezas d'an 22 a viz Mae [[1520]], e kêr-benn an [[Azteked]], [[Tenochtitlan]] da vare [[Aloubadeg Mec'hiko gant ar Spagnoled]], e-pad lidoù gouel Toxcatl. Diouennet e voe noblañs an Azteked e-doug an darvoud-se<ref name="Tena 2008">Rafael Tena, ''El Calendario Mexica y la Cronografía'', Instituto Nacional de Antropología e Historia, México, 2008, pp. 48, 108, ISBN:9789680302932</ref><ref name="Martinez 1994">Rodrigo Martínez, [http://www.revistadelauniversidad.unam.mx/ojs_rum/files/journals/1/articles/14010/public/14010-19408-1-PB.pdf "Doña Isabel Moctezuma, Tecuichpotzin (1509- 1551)"], ''Revista de la Universidad de México'', México, miz Gouere 1994, Levrenn 49, Nnn 522, pp. 40–43</ref>.
Pa oa [[Hernán Cortés]] e Tenochtitlan e klevas e oa Spagnoled all oc'h erruout en aod. Deuet e oa [[Pánfilo de Narváez]] eus [[Kuba]] gant urzhioù da herzel anezhañ. Rediet e oa Cortés da guitaat ar geoded da stourm oute. E-keit ha ma oa aet kuit, [[Moktezuma II|Moktezuma]] a c'houlennas digant ar besgouarnour [[Pedro de Alvarado]] an aotre da lidañ [[Toxcatl]] (ur gouel aztek en enor da [[Tezcatlipoca|Dezcatlipoca]], unan eus o doueed pennañ, a veze aberzhet un den ennañ evel boaz e [[Aberzhioù tud e sevenadur an Azteked|sevenadur poblek an Azteked]], en degouezh-se ur gwaz yaouank). Goude deroù ar gouel avat e lakaas Alvarado lazhañ holl ar vrezelourien hag an noblañsed a gemere perzh ennañ en Templ Meur. An nebeud re a deuas a-benn da dec'het al lazhadeg o pignat dreist ar mogerioù a roas da c'hoût d'an holl ar pezh a oa c'hoarvezet.
Pa oa [[Hernán Cortés]] e Tenochtitlan e klevas e oa Spagnoled all oc'h erruout en aod. Deuet e oa [[Pánfilo de Narváez]] eus [[Kuba]] gant urzhioù da herzel anezhañ. Rediet e oa Cortés da guitaat ar geoded da stourm oute. E-keit ha ma oa aet kuit, [[Moktezuma II|Moktezuma]] a c'houlennas digant ar besgouarnour [[Pedro de Alvarado]] an aotre da lidañ [[Toxcatl]] (ur gouel aztek en enor da [[Tezcatlipoca|Dezcatlipoca]], unan eus o doueed pennañ, a veze aberzhet un den ennañ evel boaz e [[Aberzhioù tud e sevenadur an Azteked|sevenadur poblek an Azteked]], en degouezh-se ur gwaz yaouank. Goude deroù ar gouel avat e lakaas Alvarado lazhañ holl ar vrezelourien hag an noblañsed a gemere perzh ennañ en Templ Meur. An nebeud re a deuas a-benn da dec'het al lazhadeg o pignat dreist ar mogerioù a roas da c'hoût d'an holl ar pezh a oa c'hoarvezet.


Hervez ar Spagnoled e klaskas ar [[konkistador|gonkistadored]] mirout na vefe aberzhet un den en [[Templo Mayor]]. Hervez an Azteked e oa alan ar Spagnoled war an aour douget gant an Azteked a gemere perzh el lidoù. Daoust d'an dizemglev diwar-benn an abeg en doa broudet Alvarado, emañ a-du an daou zanevell da lavaret e oa dizarmet ar berzhidi hag e krogas al lazhadeg hep berz ebet hag hep bezañ broudet.
Hervez ar Spagnoled e klaskas ar [[konkistador|gonkistadored]] mirout na vefe aberzhet un den en [[Templo Mayor]]. Hervez an Azteked e oa alan ar Spagnoled war an aour douget gant an Azteked a gemere perzh el lidoù. Daoust d'an dizemglev diwar-benn an abeg en doa broudet Alvarado, emañ a-du an div zanevell da lavaret e oa dizarmet ar berzhidi hag e krogas al lazhadeg hep berz ebet hag hep bezañ broudet.


Enebet e oa an Azteked ouzh ar Spagnoled dija abalamaour ma oant en o c'heoded ha ma talc'hent Moctezuma dindan gward. Pa zistroas Cortés hag e dud, en o zouez ar re a oa deuet dindan Narváez, en em savas an Azteked a-enep ar Spagnoled. Rediet e oa ar gonkistadored da guitaat ar geoded, e-doug ar pezh a anvont an "nozvezh trist" (''[[La Noche Triste]]''), goude bezañ kollet ar pep brasañ eus o soudarded, lazhet en emgann pe tapet hag aberzhet<ref name="Castillo 2003">Bernal Díaz del Castillo ''The Conquest of New Spain'', Penguin, New York, 2003 (skrivet e 1632) ISBN:9780141913070.</ref>.
Enebet e oa an Azteked ouzh ar Spagnoled dija abalamaour ma oant en o c'heoded ha ma talc'hent Moctezuma dindan gward. Pa zistroas Cortés hag e dud, en o zouez ar re a oa deuet dindan Narváez, en em savas an Azteked a-enep ar Spagnoled. Rediet e oa ar gonkistadored da guitaat ar geoded, e-doug ar pezh a anvont an "nozvezh trist" (''[[La Noche Triste]]''), goude bezañ kollet ar pep brasañ eus o soudarded, lazhet en emgann pe tapet hag aberzhet<ref name="Castillo 2003">Bernal Díaz del Castillo ''The Conquest of New Spain'', Penguin, New York, 2003 (skrivet e 1632) ISBN:9780141913070.</ref>.
Linenn 11: Linenn 11:
:"Amañ e konter penaos e lazhas ar Spagnoled, muntrañ a rejont ar [[Mec'hikaed|Vec'hikaed]] a oa o lidañ gouel [[Huitzilopochtli]] en ul lec'h a anvent Patio an doueed.
:"Amañ e konter penaos e lazhas ar Spagnoled, muntrañ a rejont ar [[Mec'hikaed|Vec'hikaed]] a oa o lidañ gouel [[Huitzilopochtli]] en ul lec'h a anvent Patio an doueed.


:D'ar mare-se, pa oa laouen an holl gant al lid, pa oa krog an holl da zañsal, Pa gane dija an holl, pa oa liammet son ouzh son ha pa vleje ar sonioù evel gwagennoù, d'ar mare resis-mañ e tivizas ar Spagnoled lazhañ tud. Dont a rejont er patio, armet evit an emgann.
:D'ar mare-se, pa oa laouen an holl gant al lid, pa oa krog an holl da zañsal, pa gane dija an holl, pa oa liammet son ouzh son ha pa vleje ar sonioù evel gwagennoù, d'ar mare resis-mañ e tivizas ar Spagnoled lazhañ tud. Dont a rejont er patio, armet evit an emgann.


:Dont a rejont da brennañ an norojoù, da stankañ ar skalieroù, an digoroù [war ar patio] : Dor an erer er palez bihanañ, Dor ar garennoù korzh-sukr ha Dor naer ar melezourioù. ha pa oa stanket an holl, den ebet ne c'halle mont er-maez neblec'h.
:Dont a rejont da brennañ an dorojoù, da stankañ ar skalieroù, an digoroù [war ar patio] : Dor an erer er palez bihanañ, Dor ar garennoù korz-sukr ha Dor naer ar melezourioù. ha pa oa stanket an holl, den ebet ne c'halle mont er-maez neblec'h.


:Ur wezh graet an dra-se, e oant deuet tre er Patio Sakr da lazhañ tud. Dont a rejont war-droad, ganto klezeoù ha skoedoù prenn ha metal. Diouzhtu e c'hronnjont ar re a oa o tañsal, ha neuze e tiredjont el lec'h ma oad o seniñ gant an taboulinoù. Tagañ a rejont an den a oa o seniñ gant an taboulinoù hag e troc'hjont e zaou vrec'h. Ha neuze e troc'hjont e benn [gant kement a nerzh] ma nijas kuit ha ma kouezhas pell ac'hann.
:Ur wezh graet an dra-se, e oant deuet tre er Patio Sakr da lazhañ tud. Dont a rejont war-droad, ganto klezeoù ha skoedoù prenn ha metal. Diouzhtu e c'hronnjont ar re a oa o tañsal, ha neuze e tiredjont el lec'h ma oad o seniñ gant an taboulinoù. Tagañ a rejont an den a oa o seniñ gant an taboulinoù hag e troc'hjont e ziv vrec'h. Ha neuze e troc'hjont e benn [gant kement a nerzh] ma nijas kuit ha ma kouezhas pell ac'hann.


:D'ar mare-se, neuze e tagjont holl an dud, a-daolioù kontilli, a-daolioù goaf, hag ouzh o gloazañ a-daolioù kleze. Skeiñ a rejont lod a-ziadreñv, hag int ha kouezhañ war al leur gant o bouezelloù a-istribilh [eus o c'hof]. Troc'hañ a rejont pennoù lod ha frikañ pennoù re all a-dammouigoù.
:D'ar mare-se, neuze e tagjont holl an dud, a-daolioù kontilli, a-daolioù goaf, hag ouzh o gloazañ a-daolioù kleze. Skeiñ a rejont lod a-ziadreñv, hag int ha kouezhañ war al leur gant o bouzelloù a-istribilh [eus o c'hof]. Troc'hañ a rejont pennoù lod ha frikañ pennoù re all a-dammouigoù.


:Skeiñ a rejont re all en o skoaz ha diframmañ o divrec'h diouzh o c'horf. Tizhout a rejont lod en o divorzhed ha lod e kofoù o gar. Tizhout a raent re all en o c'hof hag e kouezhe o bouezelloù war al leur. Lod a oa zoken hag a rede en aner, met kouezhañ a rae o bouezelloù dre ma redent ; seblantout a rae e luzie o zreid en o bouezelloù dezhe o-unan. Mall warne tec'het, ne gavjont neblec'h da vont.
:Skeiñ a rejont re all en o skoaz ha diframmañ o divrec'h diouzh o c'horf. Tizhout a rejont lod en o divorzhed ha lod e kofoù o gar. Tizhout a raent re all en o c'hof hag e kouezhe o bouzelloù war al leur. Lod a oa zoken hag a rede en aner, met kouezhañ a rae o bouzelloù dre ma redent ; seblantout a rae e luzie o zreid en o bouzelloù dezhe o-unan. Mall warne tec'het, ne gavjont neblec'h da vont.


:Darn a glaskas achap kuit, met muntret e oant gant ar Spagnoled war dreuzoù an norojoù en ur c'hoarzhin. Lod all a bignas ouzh ar mogerioù, met ne c'halljont ket saveteiñ o buhez. Darn all c'hoazh a antreas en ti kumun, ma voent e savete evit ur frapad. Re all a c'hourvezas e-touez ar c'helanoù hag a reas van da vezañ marv. Met pa savent en-dro e oant gwelet gant ar Spagnoled ha lazhet.
:Darn a glaskas achap kuit, met muntret e oant gant ar Spagnoled war dreuzoù an dorojoù en ur c'hoarzhin. Lod all a bignas ouzh ar mogerioù, met ne c'halljont ket saveteiñ o buhez. Darn all c'hoazh a antreas en ti kumun, ma voent e savete evit ur frapad. Re all a c'hourvezas e-touez ar c'helanoù hag a reas van da vezañ marv. Met pa savent en-dro e oant gwelet gant ar Spagnoled ha lazhet.


:Redek a rae gwad ar vrezelourien evel dour dre ma redent, hag e poullade, hag e vrasae ar poulladoù, tra ma flaerie an aer gant c'hwezh ar gwad hag ar bouezelloù.
:Redek a rae gwad ar vrezelourien evel dour dre ma redent, hag e poullade, hag e vrasae ar poulladoù, tra ma flaerie an aer gant c'hwezh ar gwad hag ar bouezelloù.
Linenn 27: Linenn 27:
:Hag ar Spagnoled a gerzhe e pep lec'h, o furchal an ti kumun da lazhañ ar re a oa o kuzhat eno. Redek a rejont e pep lec'h, furchal a rejont e pep lec'h.
:Hag ar Spagnoled a gerzhe e pep lec'h, o furchal an ti kumun da lazhañ ar re a oa o kuzhat eno. Redek a rejont e pep lec'h, furchal a rejont e pep lec'h.


:Pa glevas [tud] er-maez [ar Patio sakr anv eus al lazhadeg], e savas hopadennoù, "Kabitened, Mec'hikaed, deuit amañ afo ! Deuit amañ gant holl hoc'h armoù, goafioù, ha skoedoù! Muntret eo bet hor c'habitened ! Diskaret eo bet hor brezelourien ! Oh, Kabitened vec'hikat, diouennet eo bet [hor brezelourien] !"
:Pa glevas [tud] er-maez [ar Patio sakr anv eus al lazhadeg], e savas hopadennoù, "Kabitened, Mec'hikaed, deuit amañ afo ! Deuit amañ gant holl hoc'h armoù, goafioù, ha skoedoù ! Muntret eo bet hor c'habitened ! Diskaret eo bet hor brezelourien ! Oh, Kabitened vec'hikat, diouennet eo bet [hor brezelourien] !"


:Neuze e oa klevet ur vlejadeg, youc'hadennoù, tud a leñve, dre ma skoent o falv ouzh o muzelloù. Buan en em dolpas ar gabitened, evel ma vije bet prientet en a-raok, o goafioù hag o skoedoù gante en o dorn. Neuze e tigoras an emgann. Tennañ a rae [ar Vec'hikaed] gant saezhoù ha gant daredoù zoken, memes gant daredoùigoù implijet da labouseta. Darc'haouiñ a raent o spegoù gant fulor [ouzh ar Spagnoled]. Heñvel e oa evel pa vije bet skignet ur gwiskad gwialennoù melen a-us d'ar Spagnoled". -- ''[[The Broken Spears]]''
:Neuze e oa klevet ur vlejadeg, youc'hadennoù, tud a leñve, dre ma skoent o falv ouzh o muzelloù. Buan en em dolpas ar gabitened, evel pa vije bet prientet en a-raok, o goafioù hag o skoedoù gante en o dorn. Neuze e tigoras an emgann. Tennañ a rae [ar Vec'hikaed] gant saezhoù ha gant daredoù zoken, memes gant daredoùigoù implijet da labouseta. Darc'haouiñ a raent o spegoù gant fulor [ouzh ar Spagnoled]. Heñvel e oa evel pa vije bet skignet ur gwiskad gwialennoù melen a-us d'ar Spagnoled". -- ''[[The Broken Spears]]''


==Mammennoù==
==Mammennoù==

Stumm eus an 7 Mez 2022 da 16:58

Lazhadeg an Templo Mayor, anvet ivez Lazhadeg Alvarado, a c'hoarvezas d'an 22 a viz Mae 1520, e kêr-benn an Azteked, Tenochtitlan da vare Aloubadeg Mec'hiko gant ar Spagnoled, e-pad lidoù gouel Toxcatl. Diouennet e voe noblañs an Azteked e-doug an darvoud-se[1][2]. Pa oa Hernán Cortés e Tenochtitlan e klevas e oa Spagnoled all oc'h erruout en aod. Deuet e oa Pánfilo de Narváez eus Kuba gant urzhioù da herzel anezhañ. Rediet e oa Cortés da guitaat ar geoded da stourm oute. E-keit ha ma oa aet kuit, Moktezuma a c'houlennas digant ar besgouarnour Pedro de Alvarado an aotre da lidañ Toxcatl (ur gouel aztek en enor da Dezcatlipoca, unan eus o doueed pennañ, a veze aberzhet un den ennañ evel boaz e sevenadur poblek an Azteked, en degouezh-se ur gwaz yaouank. Goude deroù ar gouel avat e lakaas Alvarado lazhañ holl ar vrezelourien hag an noblañsed a gemere perzh ennañ en Templ Meur. An nebeud re a deuas a-benn da dec'het al lazhadeg o pignat dreist ar mogerioù a roas da c'hoût d'an holl ar pezh a oa c'hoarvezet.

Hervez ar Spagnoled e klaskas ar gonkistadored mirout na vefe aberzhet un den en Templo Mayor. Hervez an Azteked e oa alan ar Spagnoled war an aour douget gant an Azteked a gemere perzh el lidoù. Daoust d'an dizemglev diwar-benn an abeg en doa broudet Alvarado, emañ a-du an div zanevell da lavaret e oa dizarmet ar berzhidi hag e krogas al lazhadeg hep berz ebet hag hep bezañ broudet.

Enebet e oa an Azteked ouzh ar Spagnoled dija abalamaour ma oant en o c'heoded ha ma talc'hent Moctezuma dindan gward. Pa zistroas Cortés hag e dud, en o zouez ar re a oa deuet dindan Narváez, en em savas an Azteked a-enep ar Spagnoled. Rediet e oa ar gonkistadored da guitaat ar geoded, e-doug ar pezh a anvont an "nozvezh trist" (La Noche Triste), goude bezañ kollet ar pep brasañ eus o soudarded, lazhet en emgann pe tapet hag aberzhet[3].

Al lazhadeg kontet gant un Aztek

Homañ zo ul lodenn eus danevell un Aztek [4] :

"Amañ e konter penaos e lazhas ar Spagnoled, muntrañ a rejont ar Vec'hikaed a oa o lidañ gouel Huitzilopochtli en ul lec'h a anvent Patio an doueed.
D'ar mare-se, pa oa laouen an holl gant al lid, pa oa krog an holl da zañsal, pa gane dija an holl, pa oa liammet son ouzh son ha pa vleje ar sonioù evel gwagennoù, d'ar mare resis-mañ e tivizas ar Spagnoled lazhañ tud. Dont a rejont er patio, armet evit an emgann.
Dont a rejont da brennañ an dorojoù, da stankañ ar skalieroù, an digoroù [war ar patio] : Dor an erer er palez bihanañ, Dor ar garennoù korz-sukr ha Dor naer ar melezourioù. ha pa oa stanket an holl, den ebet ne c'halle mont er-maez neblec'h.
Ur wezh graet an dra-se, e oant deuet tre er Patio Sakr da lazhañ tud. Dont a rejont war-droad, ganto klezeoù ha skoedoù prenn ha metal. Diouzhtu e c'hronnjont ar re a oa o tañsal, ha neuze e tiredjont el lec'h ma oad o seniñ gant an taboulinoù. Tagañ a rejont an den a oa o seniñ gant an taboulinoù hag e troc'hjont e ziv vrec'h. Ha neuze e troc'hjont e benn [gant kement a nerzh] ma nijas kuit ha ma kouezhas pell ac'hann.
D'ar mare-se, neuze e tagjont holl an dud, a-daolioù kontilli, a-daolioù goaf, hag ouzh o gloazañ a-daolioù kleze. Skeiñ a rejont lod a-ziadreñv, hag int ha kouezhañ war al leur gant o bouzelloù a-istribilh [eus o c'hof]. Troc'hañ a rejont pennoù lod ha frikañ pennoù re all a-dammouigoù.
Skeiñ a rejont re all en o skoaz ha diframmañ o divrec'h diouzh o c'horf. Tizhout a rejont lod en o divorzhed ha lod e kofoù o gar. Tizhout a raent re all en o c'hof hag e kouezhe o bouzelloù war al leur. Lod a oa zoken hag a rede en aner, met kouezhañ a rae o bouzelloù dre ma redent ; seblantout a rae e luzie o zreid en o bouzelloù dezhe o-unan. Mall warne tec'het, ne gavjont neblec'h da vont.
Darn a glaskas achap kuit, met muntret e oant gant ar Spagnoled war dreuzoù an dorojoù en ur c'hoarzhin. Lod all a bignas ouzh ar mogerioù, met ne c'halljont ket saveteiñ o buhez. Darn all c'hoazh a antreas en ti kumun, ma voent e savete evit ur frapad. Re all a c'hourvezas e-touez ar c'helanoù hag a reas van da vezañ marv. Met pa savent en-dro e oant gwelet gant ar Spagnoled ha lazhet.
Redek a rae gwad ar vrezelourien evel dour dre ma redent, hag e poullade, hag e vrasae ar poulladoù, tra ma flaerie an aer gant c'hwezh ar gwad hag ar bouezelloù.
Hag ar Spagnoled a gerzhe e pep lec'h, o furchal an ti kumun da lazhañ ar re a oa o kuzhat eno. Redek a rejont e pep lec'h, furchal a rejont e pep lec'h.
Pa glevas [tud] er-maez [ar Patio sakr anv eus al lazhadeg], e savas hopadennoù, "Kabitened, Mec'hikaed, deuit amañ afo ! Deuit amañ gant holl hoc'h armoù, goafioù, ha skoedoù ! Muntret eo bet hor c'habitened ! Diskaret eo bet hor brezelourien ! Oh, Kabitened vec'hikat, diouennet eo bet [hor brezelourien] !"
Neuze e oa klevet ur vlejadeg, youc'hadennoù, tud a leñve, dre ma skoent o falv ouzh o muzelloù. Buan en em dolpas ar gabitened, evel pa vije bet prientet en a-raok, o goafioù hag o skoedoù gante en o dorn. Neuze e tigoras an emgann. Tennañ a rae [ar Vec'hikaed] gant saezhoù ha gant daredoù zoken, memes gant daredoùigoù implijet da labouseta. Darc'haouiñ a raent o spegoù gant fulor [ouzh ar Spagnoled]. Heñvel e oa evel pa vije bet skignet ur gwiskad gwialennoù melen a-us d'ar Spagnoled". -- The Broken Spears

Mammennoù

Liammoù diavaez

Notennoù

  1. Rafael Tena, El Calendario Mexica y la Cronografía, Instituto Nacional de Antropología e Historia, México, 2008, pp. 48, 108, ISBN:9789680302932
  2. Rodrigo Martínez, "Doña Isabel Moctezuma, Tecuichpotzin (1509- 1551)", Revista de la Universidad de México, México, miz Gouere 1994, Levrenn 49, Nnn 522, pp. 40–43
  3. Bernal Díaz del Castillo The Conquest of New Spain, Penguin, New York, 2003 (skrivet e 1632) ISBN:9780141913070.
  4. Miguel León-Portilla, The Broken Spears : the Aztec account of the conquest of Mexico, Boston, Beacon Press, 1992, , pp. 74-77, ISBN:9780807055014.