Venezuela

bro e biz Suamerika

Venezuela (Republik Volivarian Venezuela ent-ofisiel) zo ur vro e norzh Suamerika, etre Kolombia er c'hornôg, ha Guyana er reter; er su emañ Brazil har er norzh ar Mor Karib. Ur republik kevreadel eo, ha Caracas eo ar gêr-benn. Tireoul ha gas a zo stank er vro. Ezel eo eus an ABU, an ABEP hag an ALBA. Astalet eo eus ar Mercosur abaoe 2017.

República Bolivariana de Venezuela
Republik Volivarian Venezuela
Banniel Venezuela
Banniel
Ger-stur : Dios y Federación  Spagnoleg
"Doue ha Kevread"
Kan broadel: Gloria al Bravo Pueblo
Lec'hiadur Venezuela
Lec'hiadur Venezuela
Kêr-benn
(ha kêr vrasañ)
Caracas
Yezh(où) ofisiel Spagnoleg
Gouarnamant Republik kevreadel
 - Prezidant Nicolás Maduro
Dizalc'hded diouzh Spagn 
 - Diskleriet 7 a viz Gouere 1811 
 - Anavezet 30 a viz Meurzh 1845 
Gorread
 - Hollad 916,445 km² (33vet)
 - Dour (%) 0.32
Poblañs
 - istimadur 2008 28,199,822 ()
 - niveradeg 2000 169,799,170
 - Stankter 30.2/km² (173)
PDK (PGP) 2008 (istimadur)
 - Hollad $362.772 miliar[1] (32vet)
 - Keidenn $12,933[1] (62)
FDD  (2007) 0.826 (uhel) (61vet)
Moneiz Bolivar souveren (VEF)
Gwerzhid-eur (UTCUTC-4)
Kod kenrouedad .ve
Kod pellgomz +58

Trevadennet e voe gant Bro-Spagn adalek 1522.

Meur a varrad iriennoù oa bet a-enep da zileuridi ar gurunenn spagnol a-raok da vrezel an dizalc’houriez. E dibenn an XVIIIvet  kantved hag e deroù an XIXe, kantved e voent levezonet gant ar reveulzi amerikan, gall hag haitian. Enkorfañ a rae an dañvez arozed da vezañ, un nerzh dishualañ hag an dizalc’houriezh diouzh an drevadennoù spagnol en amerika.

Ur vodadenn a voe krouet da heul , taol divodañ Vicente Emparan dre hanterouriezh Akta an 19 a viz Ebrel 1810, gouarnour kabiten-di hollek Venezuela.

D’ar 5 a viz Gouere 1811, e voe emanvet dizalc’h Venezuela ganto o unan, diwar-se reaktadenn spagnolad. Sturier meur an emsav e voe evit sevel ur vroad nevez.

Dont a reas da vezañ ur vro souveren e 1830, da vare Simón Bolívar.

Prantadoù diaesterioù a vevas Venezuela en XIX vet kantved, a zisoc’has a-benn ar fin war brasañ tabutoù diabarzh bet anavet gant tu dar vro : « ar brezel kevredadour », anvet ivez « ar brezel bras » (1859-1863). Aroueziañ a ra ar frankizourien takadoù ar c’hafe er reter eus ar vro, ar re-mañ a oa modernoc’h hag e liamm gant ar c’henwerz etrevroadel. Kevreadelour e oant anvet abalamour ma felle dezho un emrenerezh brasoc’h evit ar provinsoù, enebet oant ouzh ar strollad mirelour, tamallet ganto da vezañ aloubet holl postoù ar gouarnamant hag ar berc’hentiezh font, ha da gilstourm start ouzh nep youl adreizhañ ar vro.

Grevusañ ha gwadekañ brezel diabarzh ar Venezuella e voe abaoe an dizalc’houriezh. Gant 2000 den lazhet e stumm ur gerilha, gant heuliadoù naonegezh ha kleñvedoù, en ur vro gant kazi nebeutoc’h a 2 vilion a hannezidi.

Gronnet ha stanket e voe eskemmoù porzhioù etrevroadel Venezuela.  Feizet e voe ar virourien gant ar gevredourien gant ur c’houst mantrus a dud varv, rivinet penn-da-benn hag an drailh dañvezel. Ar frankizouriezh melen eo anv ar mare da heul ar brezel diabarzh, gant Antonio Guzman Blanco e voe adreizhet ar vro ha gantañ e voe savet diazezoù ar vro anezho betek bremañ.

Abaoe marv ar prezidant Hugo Chávez e 2013 emañ ar vro o vevañ un enkadenn politikel grevus, Nicolás Maduro e penn ar vro.

Armezh

kemmañ
 
Rannoù goulo ur stal e Venezuela e 2014 abalamour d'ar verregezh.

E 2002 e oa Venezuela pevare ezporzhier tireoul ar bed. Ar Stadoù-Unanet a oa unan eus he fratikoù brasañ. “E-touez broioù pinvidikañ Suamerika” e oa a-raok an drouziwezh armerzhel gant renad Maduro.[2] Dreist 1 000 000 % a oa ar monc'hwez e dibenn 2018 pa tizhe « nemet » 700 % e dibenn 2017.

"Tost 82 dre gant eus ar Venezueliz a zo paour, en o zouez 53 dre gant paour-raz, n'int ket gouest da brenañ boued diazez zoken".

Un daneveller a-ratozh eus an ABU e miz C'hwevrer 2024 goude bezañ gweladennet ar vro.[3]

Ur berrentez produioù diazez a zo, da skouer al laezh, ar c'hig, kafe, riz, amann, met ivez paper-privezioù, produioù yec'hederezh personel, ha louzeier zoken.[4][5] Abalamour da se e rank ar Venezueliz klask o boued, lostenniñ, hag a-wechoù chom hep produioù zo.[6][7][8][9][10]

Ar baseball eo ar sport broadel, araok ar melldroad hag ar basketball.

Trec'h e oa ar blenier formulenn 1 Pastor Maldonado e Priz Bras kirri Spagn 2012.

Stadoù Venezuela

kemmañ

Ur republik kevreadel eo Venezuela. Gwelout ar pennad : Stadoù Venezuela.

Liammoù diavaez

kemmañ

Notennoù

kemmañ