Trede Reich
Trede Reich (alamaneg : Deutsches Reich "Impalaeriezh alaman", ha Großdeutsches Reich "Impalaeriezh veur alaman" diwezhatoc'h) a reer eus ar Stad alaman renet gant Adolf Hitler pan erruas er galloud ha pan aozas e c'halloud hollveliek.
Deutsches Reich Impalaeriezh alaman | |||||||
---|---|---|---|---|---|---|---|
| |||||||
Kan broadel | Das Lied der Deutschen Horst-Wessel-Lied | ||||||
Yezh ofisiel | Alamaneg | ||||||
Kêr-benn | Berlin | ||||||
Gorread | 633 786 km² (1939) | ||||||
Poblañs | 69 314 000 (1939) | ||||||
Prezidant | Adolf Hitler 1933 - 30 Ebrel 1945 Karl Dönitz 30 Ebrel - 23 Mae 1945 | ||||||
Moneiz | Reichsmark |
Daouzek vloaz e padas : adalek dilennadeg Hitler evel kañseller d'an 30 a viz Genver 1933 betek diskar ar Reich d'an 8 a viz Mae 1945 ha betek ma voe harzet penn diwezhañ ar gouarnamant alaman, Karl Dönitz. Hervez ar propaganda nazi, an IIIe Reich a oa da badout « mil bloaz ».
Anvioù ar ren
kemmañE-keñver ar Gwir ne oa ket bet roet lamm da Republik Weimar, an anv ofisiel neuze a oa Deutsches Reich. Adal 1943 e teuas war-wel an anv nevez Großdeutsches Reich.
An anv "Trede Reich" adkemeret gant an nazied a zo tennet deus ar romant Das Dritte Reich embannet e 1923 gant Arthur Moeller van den Bruck.
En Alamagn hiziv-an-deiz e reer gant Zeit des Nationalsozialismus ("mare broadel-sokialour"), Nationalsozialistische Gewaltherrschaft ("tirantiezh broadel-sokialour") pe simploc'h gant Dritte Reich ("Trede Impalaeriezh").
Ideologiezh
kemmañDindan ren Hitler, strollad nemetañ an III Reich a oa ar Strollad broadel sokialour al labourerien alaman (Nationalsozialistische Deutsche Arbeiterpartei / NSDAP). Ar ger "nazi" (Nationalsozialismus) a zo savet o kemer div silabenn gentañ ar ger alamanek national. Un arouez eus ar c'helennadurezh lakaet e plas gant Hitler eo dreist-holl.
An nazional-sozialismus ("sokialouriezh vroadel") e oa ideologiezh ar renad.
Pa reer anv eus ar bomm "Alamagn nazi", diveret eus national-sozialismus, o vezañ ur berradur eus nazi-smus = nazismus, ez eo direizh a-fed ster peogwir ne glot ket gant deiziadoù istorel ar strollad. En Alamaneg n'eo ket ur ger a vez implijet evit termeniñ ar prantad-se.
Meizad al Lebensraum ("egor bevañ ") e oa diazez an III Reich alaman. Met muioc'h c'hoazh, an emled tiriadel kaset da benn gant Hitler a oa sturiet dre mennozh al Lebebsraum-se hag ar mennozh-se oa harpet gant reoù glannded ar "ouenn" arian, an enepyuzevegezh, ar c'hoant digoll goude efedoù feur-emglev Versailhez, an enepkomunouriezh ha lazhadegoù ha gouennlazhioù e-leizh kaset en-dro gant ar renad nazi.
Kengradoù
kemmañMeur a Stad a skoulmas kengradoù gant an Trede Reich etre 1933 ha deroù an Eil Brezel-bed d'ar 1añ a viz Gwengolo 1939.
- 1933
- 15 Gouhere : kengrad etre Alamagn, Bro-C'hall, Italia hag ar Rouantelezh-Unanet, evit degas kemmoù e Feur-emglev Versailhez, a oa bet sinet goude ar Brezel-bed kentañ d'ar 28 a viz Mezheven 1919.
- 20 Gouhere : sinadur ar Reichskonkordat gant Alamagn hag ar Sez Santel.
- 1934
- 26 Genver : kengrad anargadiñ etre Alamagn ha Polonia, mat evit 10 vloaz.
- Raktres ur c'henemglev kenwerzhel etre Alamagn, Belgia, Bro-C'hall, Hungaria, an Izelvroioù, Polonia, ar Rouantelezh-Unanet, Roumania, Suis ha Yougoslavia evit eskemm marc'hadourezhioù hep tremen dre nep moneiz estren dezho.
- 1935
- 18 Mezheven : kengrad etre Alamagn hag ar Rouantelezh-Unanet, hemañ diwezhañ oc'h aotren an Trede Reich da sevel ur morlu kevatal da 35% eus fard hollek ar Royal Navy.
- 1936
- 11 Gouhere : kengrad etre Alamagn hag Aostria e-sell da genlabourat war tachennoù ar politikerezh hag ar sevenadur.
- Eost-Gwengolo : diwar atiz Bro-C'hall, 27 Stad en Europa a sinas ur gengrad anemellerezh e Brezel Spagn.
- 25 Du : kengrad etre Alamagn ha Japan enep an Trede Etrebroadelenn ; kensinet e voe ar gengrad-se gant Italia e 1937, gant Mandchoukouo ha Spagn e 1939.
- 1937
- 20 Meurzh : kengrad etre Alamagn ha Spagn renet gant Francisco Franco, enni ur mellad a-zivout kenlabourat e ken degouezh ma tarzhje ur brezel en Europa.
- 1938
- 20 Gwengolo : emglevioù München etre Alamagn, Bro-C'hall, Italia hag ar Rouantelezh-Unanet a-zivout ar Sudeted, ur bobl alamanek hag a veve e Bohemia, e Tchekoslovakia.
- 1939
- 22 Mae : "kengrad dir" etre Alamagn (Stahlpakt) hag Italia (Patto d'Acciaio), a ziskleir mignoniezh ha kenemglev etre an div Stad, hag a unvan nerzhioù milourel an Ahel.
- 31 Mae : kengrad anargadiñ etre Alamagn ha Danmark.
- 7 Mezheven : kengrad anargadiñ etre Alamagn hag Estonia, etre Alamagn hag Latvia.
- 23 Eost : kengrad anargadiñ etre Alamagn (Joachim von Ribbentrop) hag Unaniezh ar Republikoù Sokialour Soviedel (Vyatcheslav Molotov).
Porched Alamagn – Adkavit pennadoù ha rummadoù Wikipedia a denn da Alamagn. |