Un tan-gwall zo un tan bras n'eo ket mestroniet gant mab-den hag a c'hall ober kalz a zistruj. Tier, savadurioù, kêrioù zoken, listri ha koadoù eo an traoù a ya da zeviñ dre un tan-gwall alies, penn-da-benn pe evit ul lod anezho.

Tan-gwall e Helsinki, e miz Mae 2006

Dañjerus kenañ eo an tanioù-gwall evit tud ha loened. Gallout a reont mervel pe bezañ gloazet gant ar flemmen hag ar moged, pe o klask tec'hel kuit o lammat eus ur savadur pe ul lestr. Pa grog an tan e vez galvet ar bomperien an aliesañ, ha stourmañ a reont outañ oc'h implijout dour ha produioù evit mougañ an tan. Reoladoù ha reolennoù zo e-pleustr el lec'hioù foran, er savadurioù hag en natur dreist-holl, evit diarbenn an tan, met a-wechoù eo enaouet a-ratozh, ar pezh a zo ur torfed.

Tanioù-gwall brudet en istor

kemmañ

Setu un nebeud tanioù-gwall kêrioù pe savadurioù brudet dre an istor :