Saoz
Ar ger saoz a gaver e brezhoneg evel anv-kadarn, boutin pe divoutin, hag evel anv-gwan.
Anv-kadarn
kemmañ- Evit komz eus un den eus Bro-Saoz : ur Saoz (liester : Saozon), ha, dre verrdro ha dre fazi, evit komz eus un den eus Breizh-Veur ; ur Saozez eo aar stumm benel.
- Evit komz eus Bro-Saoz met ral a wech : bezañ en Saoz(Daveoù a vank).
- Evel anv-tiegezh brezhonek : ar Saoz (Le Saux e galleg peurvuiañ), a glot gant an anv-tiegezh gallek Langlais pe Langlet (evel en anv Xavier de Langlais, war a seblant) ; kement ha "gak" e talvez ivez, ar pezh a glot gant ar stumm gallekaet Le Gac, evel en anv Graeme Le Saux (Graeme ar Saoz), ur melldroader eus Jerzenez.
Anv-gwan
kemmañ- Evit komz eus tud pe eus traoù a orin eus Bro-Saoz, ha, dre fazi, a orin eus Breizh-Veur : bier saoz, te saoz, ur paotr saoz.
- Evit komz eus tud a vesteod pe a c'hag e vez lavaret int saoz: saozañ a reont.
- En anv-lec'h Kersaoz, skrivet Kersauce e galleg.
Loened ha plant
kemmañImplijet e vez ar ger saoz da spizer en un nebeud anvioù.
- Kresteneged evel ar c'hranked-saoz (Cancer pagurus)
- gGrilhed-saoz (Scyllarus arctus)
- Podoù-saoz a vez graet eus an teureuged a-wezhioù
- Marjol-saoz a vez graet a-wezhioù eus an tin
- Irvin-saoz a vez graet eus plant eus ar genad Brassica a vez debret o gwrizioù.