Pêr Bourdellez
Pêr Bourdellez, Pierre Joseph Marie Bourdelles er marilhoù, ganet d'ar 17 a viz Du 1907 e Belleger (Servel), ha marvet e Gwareg d'ar 24 a viz Gouhere 1989, a oa beleg, kelenner italianeg, skrivagner hag emsaver. Kenlabouret en doe gant ar Bleuñ-Brug.
Buhez
kemmañStudiet en deus e Skolaj Sant-Jozef Lannuon araok mont da gloerdi bras Sant-Brieg ken e voe beleget e 1932. E 1930 e voe loreet gant Krevredigez Broadel Breiz evit ar varzhoneg, Glac'har Breiz. Kelenner eo bet war an italianeg e Skolaj Sant-Jozef Lannuon ha war ar brezhoneg e Stroll-skol Itron-Varia Gampostal, e Rostrenenn. E fin e vuhez e voe aluzener e kouent an Aogustinezed e Gwareg.
Gant Edouard Ollivro, eus Louaneg, hag eñ kelenner istor er skolioù-stad a-raok bezañ politiker ha maer Gwengamp, en doe krouet ar GEES, bodadoù-studi an ekonomiezh er skolioù.
Skrivet en deus pennadoù diwar-benn an istor hag an ekonomiezh e brezhoneg, ha troet skridoù italianek evid meur a gelaouenn vrezhonek.
Engouestladurioù
kemmañUr stourmer evit Breizh hag ar brezhoneg e voe Pêr Bourdellez a skrivas pennadoù brezhoneg evit kelaouennoù ar Mouvement pour l'organisation de la Bretagne hep emezelañ outañ. Chom feal a reas d'ar Bleuñ-brug, met e ansavas mennozhioù kristen sokial.
Ur strolladig ar veleien dregoriat o doe miret ur spered broadelour>ref>Maodez Glandour, Marsel Klerg, Josef Lec'hvien o doe skrivet kalz e brezhoneg ivez.</ref> hag e tisklerient o skoazell d'ar brizonidi paket evit bezañ izili ar FLB kentañ[1] e 1969[2].
Embannadennoù
kemmañ- Oberennoù personel
- Glac'har Breiz. E-barzh Kannadig Krevredigez Broadel Breiz, nn 68, 1931.
- Pasion an Aotrou Krist, adaozet diwar Burzud bras Jezuz ha Divizou ar Pasion, Gwengamp, Moulerez Arvor, 1939, 36. p.
- Arz Breiz e servij Doue. E-barzh Feiz ha Breiz, nn 5-6, 1940.
- Istor berr al lennegezh kembraek. E-barzh Gwalarn, nn 156, 1943.
- Lennegezh Bro-Gerne Veur. E-barzh Gwalarn, nn 156-157, 1943.
- Ar Chouanted diwezhañ. E-barzh Al Liamm, nn 8, 1948.
- Laenneg, piv eo hennezh ?. E-barzh Al Liamm, nn 203, 1980.
- Lennegezh Bro-Gerne Veur. E-barzh Gwalarn, nn 156-157, 1943.* Lennegezh Bro-Gerne Veur. E-barzh Gwalarn, nn 156-157, 1943.
- A-zivout devosion Breizh d'ar Werc'hez. E-barzh Kaieroù kristen, nn 63, 1949.
- Arnodennoù er Skol-Veur. E-barzh Barr-Heol, nn 46, 1957.
- Petra 'soñj ar Pab diwar-benn Kemper ? E-barzh L'Avenir de la Bretagne, nn 1, 1957
- Son komis Rospez. E-barzh L'Avenir de la Bretagne, nn 4, 1964.
- Son ar plac'h yaouank aet da vartolod. E-barzh Kannadig MOB, nn 6, 1966.
- Al labouradegoù e Breizh. Penaos eo bet urzhiet al labour-eost. E-barzh Bleuñ-Brug, nn 40, 1971.
- Mao war ar maez. E-barzh Imbourc'h, nn 232, 1971.
+ Laenneg, medisinour brudet ha brezhonegour. E-barzh Imbourc'h, nn 409, 1978.
- Foar an arigrap war Afrika. E-barzh Barr-Heol, nn 46, 1978.
- Adaozadurioù e brezhoneg
- Bishop Hatto, adaozet diouzh Robert Southey. E-barzh Sav, nn 15, 1940-41.
- Ar Pevar Mab Emon lesanvet Ar Pevar Marc'h Limon, renket pe adaozet e brezhoneg a-vremañ hag e peurunvan, skeudennet gant Erwan Kervella. E-barzh Skol, nn 36-37-38, 1967.
- Troidigezhioù
-diwar an italianeg
- Dante Alighieri, An Divina Commedia. Imbourc'h, 1977.
- Danvez-priedoù, gant Alessandro Manzoni, Mouladurioù Hor Yezh, 1986,
-diwar ar saozneg:
- Kêr al loened (lodenn gentañ), troet diwar Animals Farm gant George Orwell. E-barzh Al Liamm, niv. 152, Mae-Mezheven 1972.
- Ar c'hleier (The Bells), ur varzhoneg gant Edgar Allan Poe, en dastumad Edgar Poe troet gant Per Denez, Hor Yezh,
Levrlennadur
kemmañ- Lukian Raoul, Geriadur ar skrivagnerien hag ar yezhourien vrezhonek, Al Liamm, 1991. Pennad : Pierre Bourdelles.
- Lionel Henry, Dictionnaire biographique du mouvement breton, Yoran Embanner, 2013. Pennad : Bourdelles Pierre
- Georges Cadiou, Emsav : dictionnaire critique, historique et biographique, Coop Breizh, 2013. Pennad : Bourdelles Pierre
Notennoù ha daveeennoù
kemmañ- ↑ Pemp person pe kure, Antoine Le Cam, Antoine Le Cam, Job Lec'hvien hag ar vreudeur Le Barz a voe harzet ha barnet evit bezañ koachet danvezioù tarzh.
- ↑ 127 beleg a sinas ul lizher skoazell hag avikel vras eskopti Sant-Brieg a savas e vouezh. Lionel Henry hag Annick Lagadec, FLB-ARB, l'histoire 1966-2005, 2006.