Oblast
Un oblast (e rusianeg hag en ukraineg: область, distaget oblast, benel eo ar ger e bulgareg: oбласт) a zo un unanenn velestradurel heñvel ouzh ur « rannvro » er broioù slavek pe e broioù an Unaniezh Soviedel kozh. En o zouez e kaver Kevread Rusia, Ukraina, Belarus, Kirgizstan, Kazakstan pe c'hoazh Bulgaria. An oblastoù rusian a zo rannet e « raionoù » (районы, raiony).
Dont a ra ar ger eus об (tro dro) ha власть (galloud).
Disheñvelik eo ar ger:
- e Belarus: voblast pe vobłaść (liester: voblastsi),
- e Kazakhstan: oblys (liester: oblystar).
- e Kirgizstan : облус e kirgizeg, область e rusianeg
- e Bulgaria : област (liester: области)