Al Lugi pe Luged a oa ur bobl o chom en hanternoz Enez Vreizh (Skos hiriv) en Henamzer (Sutherland ar reter, ha Loth). Anavezet int dre ur meneg hepken gant Ptolemaios war-dro 150. Bevañ a raent a-hed aod ar Moray Firth. N'ouzer anv ebet eus o c'hêrioù pe renerien. Amezeien e oant d'ar pobloù Decantae ha Smertae.

E levr Klaudios Ptolemaios (II, 3, 8 ) e lenner Λούγοι = LUGI / Λόγοι = LOGI / Λούγους = LUGOS. Hervez Rivet & Smith, a-du gant Anders Ahlqvist, e teufe eus an anv doue Lugus, mes ivez diouzh keltieg *ligos > iwerzhoneg loch = al liv du. Diwar al liv du, e c'hallfed soñjal er ger galianek lougos, a dalv kement ha bran (Gwelout ar c'haozeadennoù diwar Lugdunum, Lyon), posubl hogen diasur.

Ma vez digemeret Lug- evel doue ar sklerijenn, Decantae e vefe neuze : = doue + Cant- = lugernus, ha Smertae a zo anvezet dija evit bezañ ul lesanv da Lug (Smertios, Smertatios). Da lavarout e kaver amañ ur bobl rannet e tri skourr.

An dra-se a zo heñvel ha tost d'ar "Ver Sacrum" evit an Italianed. Pa oa ret d'ur bobl en em rannañ, al lodenn disrannet, kaset da sevel ur bobl dieub e lec'h all, pe bell, pe dost, e gemere eviti un anv arouez e bobl vamm.

Jean-Paul Allard en eus displeget ar memes tra evit ar Germaned Longobardi, diwar Langbardh = lesanv Wotan, an doue e varv hir[1].

Levrioù

kemmañ
  • ALF RIVET & Colin SMITH : The Place-Names of Roman Britain.

Notennoù

kemmañ
  1. Etudes Indo-Européennes. N° 1. Université Lyon III. Janvier 1982